1 Samuel 12:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
21 Na zistroit ket a-se, rak kement-se a vefe mont war-lerc'h traoù a netra, na rofent gounid ebet deoc'h, ha na zieubfent ket ac'hanoc'h, peogwir ez int traoù a netra.
Disprizet o doa e reolennoù, hag e emglev en doa graet gant o zadoù, hag e destenioù en doa douget en o enep. Aet e oant war-lerc'h traoù a netra, o tont da vezañ netra o-unan, ha war-lerc'h ar broadoù a oa en-dro dezho, petra bennak m'en doa difennet an AOTROU dezho ober evelto.
En em zastumit ha deuit, tostait a-unvan, c'hwi hag a zo en em dennet eus ar broadoù. N'anavezont netra ar re a zoug koad o skeudenn gizellet, hag a gas o fedenn d'un doue na savete ket.
E zougen a reont, en sammont war o skoaz, en lakaont en e lec'h, hag e chomo eno hep fiñval eus e lec'h. Goude e youc'hint dezhañ, met ne responto ket ha ne saveteo ket eus an estrenvan.
E-touez idoloù aner ar broadoù, hag ez eus unan a rofe glav? Hag e c'hellfe an neñvoù reiñ glav munut? Ha n'eo ket te, AOTROU hon Doue? Emaomp en gortoz ac'hanout, rak te eo a ra an holl draoù-se.
AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.
Rak va fobl he deus graet div wech an droug: va dilezet o deus, me, mammenn an dour a vuhez, ha kleuzet o deus evito puñsoù, puñsoù skalfet na zalc'hont ket an dour.
Evel-henn e komz an AOTROU: Peseurt direizhder o deus kavet ho tadoù ennon evit pellaat diouzhin, evit kerzhout war-lerc'h mogidelloù, evit dont da vezañ moged?
Da betra e servij ar skeudenn gizellet, evit ma rafe ar c'hizeller anezhi? Da betra e servij ar skeudenn deuzet a zesk ar gaou, evit ma lakafe an oberour en deus he graet e fiziañs enni? Oberiañ a ra idoloù mut.
O tud, perak e rit kement-se? N’omp nemet tud dalc’het d’an hevelep poanioù eveldoc’h. Prezeg a reomp deoc’h an Aviel evit ma tistroot eus an traoù didalvez-se ha m’en em droot war-zu an Doue bev, an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno.
Lakaet o deus ac'hanon da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket Doue, lakaet o deus droug da sevel ennon dre o zraoù aner, me o lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel enno dre ur vroad diskiant,