Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 5:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Anzavit ho faotoù an eil d’egile ha pedit an eil evit egile, evit ma viot yac’haet. Pedenn c’hredus an den reizh he deus ur galloud bras.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Covessait ho fautou an eil d’egile, ha pedit an eil evit egile, evit ma veot iac’heet; rag ar beden euz a galon eun den just he deuz eur galloud vraz.

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 5:16
68 Referencias Cruzadas  

Pa zistrujas Doue kêrioù ar blaenenn, Doue en doa soñj eus Abraham. Hag e lakaas Lot da vont kuit eus kreiz an dismantr, pa ziskaras ar c'hêrioù m'en doa chomet Lot enno.


Abraham a bedas Doue, ha Doue a yac'haas Abimelek, e wreg hag e vitizhien, hag e c'hanjont.


Met bremañ rent e wreg d'an den-se, rak ur profed eo; pediñ a raio evidout hag e vevi. Met ma ne rentez ket anezhi, gouez penaos e varvi a-dra-sur, te ha kement a zo dit.


Lavarout a reas: Da anv ne vo ken Jakob met Israel. Rak gourenet ec'h eus gant Doue ha gant tud, ha trec'het ec'h eus.


Lavarout a reas d'ar roue: Ra chomo va aotrou hep tamall va direizhder din, hag hep kaout soñj eus ar pezh en deus graet da servijer gant drougiezh, en deiz ma'z ae kuit ar roue va aotrou eus Jeruzalem, ra chomo ar roue hep kemer-se en e galon.


Hag e stagas da gomz ar roue o lavarout d'an den Doue: Galv, mar plij, an AOTROU da Zoue, ha ped evidon evit ma c'hello va dorn dont en-dro din. Hag an den Doue a c'halvas an AOTROU, ha dorn ar roue a c'hellas distreiñ dezhañ, evel ma voe diagent.


An AOTROU a selaouas pedenn Ezekiaz hag a bareas ar bobl.


Ha bremañ kemerit ganeoc'h seizh kole ha seizh tourz, hag it da gavout va servijer Job, ha kinnigit ul loskaberzh evidoc'h hoc'h-unan. Ra bedo va servijer Job evidoc'h. Rak ne rin van nemet outañ, evit na rin ket deoc'h hervez ho follentez, rak n'hoch eus ket komzet diwarnon en un doare reizh, evel va servijer Job.


Distro diouzh an droug ha gra ar mad, klask ar peoc'h hag heuilh anezhañ.


Hag e c'hoarveze, pa save Moizez e zorn Israel a veze ar c'hreñvañ, met pa leze da ziskuizhañ e zorn Amalek a veze ar c'hreñvañ.


Moizez a guitaas Faraon, a yeas kuit eus kêr hag a astennas e zaouarn war-zu an AOTROU . Ar c'hurunadoù hag ar grizilh a baouezas, hag ar glav ne voe ken skuilhet war an douar.


An AOTROU a zo pell diouzh ar re zrouk, met klevout a ra pedenn an dud reizh.


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ.


Mar distro unan bennak e skouarn evit na selaouo ket al lezenn, e bedenn zoken a zo un euzhusted.


Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.


Va asped hag e respontin dit, hag e tisklêrin dit traoù bras ha kuzhet n'anavezez ket.


hag a lavaras d'ar profed Jeremiaz: Degemer mat hon aspedenn, ha ped an AOTROU da Zoue evidomp, evit an nemorant a zo chomet amañ! Rak eus kalz, omp chomet nebeut, evel ma wel da zaoulagad.


Ar bobl a grias da Voizez, Moizez a bedas a AOTROU, hag an tan a baouezas.


Kement a c’houlennot dre ar bedenn, mar kredit, a vo roet deoc’h.


hag e oant badezet gantañ er Jordan, oc’h anzav o fec’hedoù.


Holl vro Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d’e gavout hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc’h anzav o fec’hedoù.


O vezañ aet kuit, ez ejont eus an eil bourc’h d’egile, o prezeg an Aviel hag o yac’haat e pep lec’h.


Ni a oar penaos Doue ne selaou ket ar pec’herien, met mar deu unan bennak da zoujañ Doue ha da ober e volontez, e selaou anezhañ.


penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.


Kalz eus ar re o doa kredet a zeue da anzav ha da zisklêriañ ar pezh o doa graet.


Simon a respontas: Pedit c’hwi an Aotrou evidon, evit na c’hoarvezo netra din eus ar pezh hoc’h eus lavaret.


hervez ma’z eo skrivet: N’eus den reizh ebet, nann, hini ebet,


Rak evel dre disentidigezh un den hepken kalz a zo bet lakaet da vezañ pec’herien, evel-se ivez dre sentidigezh unan hepken kalz a vo lakaet da vezañ reizh.


Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n’hon eus ket paouezet da bediñ evidoc’h ha da c’houlenn ma vefec’h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel,


Ra santelaio an Doue a beoc’h e-unan kement a zo ennoc’h, ha ra vo miret divlam hoc’h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist.


Breudeur, pedit evidomp.


Dre ar feiz e kinnigas Abel da Zoue un aberzh gwelloc’h eget hini Kaïn, drezi e voe disklêriet reizh, Doue o rentañ testeni d’e brofoù, ha drezi e komz c’hoazh petra bennak ma’z eo marv.


Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.


ha grit un hent eeun d’ho treid, evit ma n’en em ziheñcho ket ar pezh a zo kamm met ma vo kentoc’h yac’haet.


Pedit evidomp, rak e kredomp kaout ur goustiañs vat, o c’hoantaat en em gunduiñ mat en holl draoù.


Jozue a gomzas d'an AOTROU en deiz ma roas an AOTROU an Amoreaned da vibien Israel, hag e lavaras dirak daoulagad Israel: Heol, chom a-sav war Gabaon! Loar, war draonienn Ajalon!


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


Petra bennak a c’houlennomp, en resevomp digantañ, abalamour ma viromp e c’hourc’hemennoù ha ma reomp ar pezh a blij dezhañ.


Evel ma kendalc'he he fedenn dirak an AOTROU , Eli a sellas ouzh he genoù.


Ha n'eo ket hiziv eost an ed? Me a grio d'an AOTROU , hag e kaso kurun ha glav, evit ma ouiot ha ma welot pegen bras eo dirak daoulagad an AOTROU an droug hoc'h eus graet o c'houlenn ur roue evidoc'h.


Neuze Samuel a grias d'an AOTROU , hag an AOTROU a gasas kurun ha glav en deiz-se. An holl bobl he doe gwall aon rak an AOTROU ha rak Samuel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos