Jeremiaz 18:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Met va fobl he deus va ankounac'haet, kinniget he deus ezañs d'an avel, derenet int bet da strebotiñ en o hentoù ha da guitaat ar gwenodennoù kozh, evit kerzhout war wenodennoù un hent diverk,
N'eo ket fellet dezho sentiñ ha n'o deus ket bet soñj eus ar burzhudoù az poa graet en o c'heñver. Met e reudjont o gouzoug, hag en o disentidigezh, e tibabjont ur penn evit distreiñ d'ar sklavelezh. Met te a zo un Doue a bardon, trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, ha ne'c'h eus ket o dilezet.
eus ho tireizhder hag eus direizhder ho tadoù, eme an AOTROU, int hag o deus lakaet da vogediñ ezañs war ar menezioù hag o deus va dismegañset war ar c'hrec'hioù. Hag e vuzuilhin en o bruched ar gopr eus ar pezh o deus graet gwechall.
Setu perak an AOTROU ne gavo ket a blijadur en o zud yaouank, ha n'en devo ket a druez ouzh o emzivaded nag ouzh o intañvezed, rak n'int holl nemet tud fall ha drouk, pep genoù a lavar euzhusted. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.
Hag e tisklêrin va barnedigezhioù a-enep dezho, en abeg d'o holl zrougiezh, dre m'o deus va dilezet, hag o deus kinniget ezañs da zoueoù all, hag o deus stouet dirak oberennoù o daouarn.
Rak, o Juda, kement a zoueoù ac'h eus hag a gêrioù! Ha kement a straedoù a zo e Jeruzalem hag a aoterioù hoc'h eus savet d'an euzhuster, aoterioù evit kinnig ezañs da Vaal.
Rak AOTROU an armeoù, an hini en doa da blantet, en deus disklêriet an droug ez enep, en abeg d'an droug o deus graet dezho o-unan ti Israel ha ti Juda, oc'h imoriñ ac'hanon en ur ginnig ezañs da Vaal.
AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.
AOTROU, te eo esperañs Israel, an holl re a zilez ac'hanout a vo mezhek. Ar re a zistro diouzhin a vo enskrivet war an douar, dre ma tilezont mammenn an doureier a vuhez, an AOTROU.
savet o deus uhellec'hioù da Vaal evit deviñ dre an tan o mibien e loskaberzhoù da Vaal, ar pezh na'm boa ket gourc'hemennet, na lavaret, ha na oa ket em soñj,
Rak va fobl he deus graet div wech an droug: va dilezet o deus, me, mammenn an dour a vuhez, ha kleuzet o deus evito puñsoù, puñsoù skalfet na zalc'hont ket an dour.
Da zrougiezh az kastizo, da zianzavadur az kourdrouzo, hag e ouezi hag e weli ez eo un dra fall ha c'hwerv, ma az pefe dilezet an AOTROU da Zoue, ha ma ne vefe ket va doujañs ennout, eme an Aotrou AOTROU an armeoù.
Ur vouezh a voe klevet war an uhellec'hioù, goueladegoù ha garmoù mibien Israel, rak gwashaet o deus o hentoù, hag ankounac'haet o deus an AOTROU o Doue.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: C'hwi hag ho kwragez hoc'h eus komzet gant ho kenoù hag hoc'h eus graet gant ho taouarn, hag e lavarit: A-dra-sur e sevenimp ar gouestloù hon eus graet da ginnig ezañs da rouanez an neñvoù ha d'ober dezhi evadkinnigoù. Sevenet mat hoc'h eus ho kouestloù, graet hoc'h eus ho kouestloù a boent da boent,
Evel-henn e komz an AOTROU: En em zalc'hit war an hentoù ha sellit, klaskit ar gwenodennoù a-wechall; int eo an hent mat ha kerzhit warnañ, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù. Met lavarout a reont: Ne gerzhimp ket warno.
Hag e kastizin anezhi evit deizioù ar Baaloù, pa lakae da vogediñ evito, pa en em fiche gant he lagadennoù hag he c'helc'hennoù, pa'z ae war-lerc'h hec'h amourouzien ha va ankounac'hae, eme an AOTROU.
Met c'hwi a zo en em bellaet diouzh an hent-se; lakaet hoc'h eus gant al lezenn un abeg da gouezhañ evit kalz a dud, ha torret hoc'h eus emglev Levi, eme AOTROU an armeoù.
Lakaet o deus ac'hanon da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket Doue, lakaet o deus droug da sevel ennon dre o zraoù aner, me o lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel enno dre ur vroad diskiant,