Jeremiaz 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 16 1 Neuze komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se: 2 Ne gemeri ket a wreg, ha ne'z po ket a vibien nag a verc'hed el lec'h-mañ. 3 Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar vibien hag ar merc'hed a vo ganet el lec'h-mañ, ha diwar-benn ar mammoù o devo o ganet, ha diwar-benn an tadoù o devo o engehentet er vro-mañ: 4 Mervel a raint dre varv ar c'hleñvedoù, ne vint na gouelet na sebeliet, met evel teil e vint war-c'horre an douar; distrujet e vint dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, hag o c'horfoù marv a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar. 5 Rak evel-henn e komz an AOTROU: Ned i ket d'un ti a gañv, ha ned i ket da hirvoudiñ ha da c'hlac'hariñ ganto, rak tennet em eus va feoc'h eus ar bobl-mañ eme an AOTROU, va madelezh ha va zrugarez. 6 Ar re vras hag ar re vihan a varvo er vro-mañ, ne vint ket sebeliet, ne vint ket gouelet, den n'en em raio flañch ha den n'en em douzo evito. 7 Ne vo ket torret ar bara er c'hañv evit frealziñ unan bennak diwar-benn un den marv, ne vo ket kinniget hanaf ar frealz evit o zad pe evit o mamm. 8 Ned i kennebeut d'un ti a fest d'azezañ ganto evit debriñ pe evañ. 9 Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da lakaat da baouez el lec'h-mañ, dirak ho taoulagad hag en ho teizioù, mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez. 10 Pa ez po disklêriet d'ar bobl-mañ an holl draoù-se, e lavarint dit: Perak en deus an AOTROU embannet an holl zroug-se a-enep deomp? Peseurt direizhder eo hon hini? Peseurt pec'hed hon eus graet a-enep an AOTROU hon Doue? 11 Hag e lavari dezho: Dre ma o deus ho tadoù dilezet ac'hanon, eme an AOTROU, dre ma'z int aet war-lerc'h doueoù all, dre ma o deus o servijet ha stouet dirazo, dre ma o deus va dilezet ha n'o deus ket miret va lezenn, 12 ha dre ma hoc'h eus graet gwashoc'h eget ho tadoù. Rak setu, pep hini a gerzh hervez kaleter e galon fall, evit chom hep va selaou. 13 Neuze e tezougin ac'hanoc'h eus ar vro-mañ d'ur vro n'hoc'h eus ket anavezet, na c'hwi nag ho tadoù, hag eno e servijot doueoù all, deiz ha noz, rak ne rin ket trugarez deoc'h. 14 Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma ne vo ken lavaret: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet da vibien Israel pignat kuit eus bro Ejipt, 15 met: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet da vibien Israel pignat kuit eus bro an hanternoz hag eus an holl vroioù ma en deus o c'haset enno. Rak o degasin en-dro d'o bro am boa roet d'o zadoù. 16 Setu e kasan pesketaerien niverus, eme an AOTROU, hag e pesketaint anezho. Ha goude-se e kasin chaseourien niverus, hag e chaseint anezho eus an holl venezioù hag eus an holl grec'hiennoù, hag eus faoutennoù ar reier. 17 Rak va daoulagad a zo war o holl hentoù; n'int ket kuzhet ouzhin, hag o direizhder n'eo ket goloet a-zirak va daoulagad. 18 Hag e roin dezho da gentañ an daougement eus o direizhder hag eus o fec'hed, dre ma o deus saotret va douar ha leuniet va hêrezh gant korfoù marv o zraoù kasaus ha gant o euzhusterioù. 19 AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid. 20 Hag e raio an den doueoù dezhañ e-unan? Ha koulskoude n'int ket doueoù. 21 Setu perak e roin da anavezout dezho ar wech-mañ, e roin da anavezout dezho va dorn ha va galloud, hag e ouezint ez eo va anv an AOTROU. |