Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 14:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Mat eo tremen hep debriñ kig, nag evañ gwin ha kemer netra eus ar pezh a c’hell lakaat da vreur da strebotiñ pe e lakaat da gouezhañ pe e zinerzhañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Mad eo choum heb dibri kig, nag eva gwin, hag en em viret euz a gement a helfe lakaad da vreur da stronsa, pe da gweza, pe da zinerza.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 14:21
13 Referencias Cruzadas  

Met c'hwi a zo en em bellaet diouzh an hent-se; lakaet hoc'h eus gant al lezenn un abeg da gouezhañ evit kalz a dud, ha torret hoc'h eus emglev Levi, eme AOTROU an armeoù.


met n’en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ne bad nemet ur pennad ha, pa zeu ar glac’har pe an heskinerezh abalamour d’ar ger, e kav kerkent un abeg da gouezhañ.


Met eñ, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur wallskouer out din, rak da soñjezonoù n’emaint ket hervez an traoù a sell ouzh Doue, met hervez an traoù a sell ouzh an dud.


N’en em varnomp mui eta an eil egile, met kentoc’h barnit penaos na dleit ket lakaat un maen-kouezh pe reiñ un abeg a wallskouer d’ho preur.


rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.


Dre-se, mar lakaan va breur da strebotiñ dre ar pezh a zebran, ne zebrin biken a gig, evit chom hep lakaat va breur da strebotiñ.


Lakait evezh koulskoude na zeufe ar frankiz hoc’h eus da vezañ ur maen-kouezh evit ar re zinerzh.


evit ma c’hellot anavezout an traoù a zo dispar ha ma viot glan ha divlam a-benn deiz Jezuz-Krist,


ha grit un hent eeun d’ho treid, evit ma n’en em ziheñcho ket ar pezh a zo kamm met ma vo kentoc’h yac’haet.


Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez’ ec’h eus aze tud hag a zalc’h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d’an idoloù ha ma kouezhjent er c’hadaliezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos