An AOTROU en deus skuilhet en he c'hreiz ur spered a saouzan, ha deuet eo an Ejipt da vezañ brañsellet en hec'h holl labourioù, evel ma vez brañsellet un den mezv en ur zislonkañ.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU da Zoue, a zifenn kaoz e bobl: Setu em eus kemeret eus da zorn an hanaf-mezevelliñ, hanaf va c'hounnar. Ne evi ken dioutañ en amzer da zont,
Evel-henn e komz an AOTROU a-enep ar brofeded a laka va fobl da ziankañ, ar re a embann ar peoc'h p'o deus o dent peadra da gregiñ, hag a gempenn ar brezel a-enep an den na laka netra en o genoù:
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.