Jeremiaz 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 10 1 Selaouit ar gomz en deus an AOTROU disklêriet deoc'h, ti Israel. 2 Evel-henn e komz an AOTROU: Na zeskit ket hent ar broadoù, n'ho pet ket aon rak arouezioù an neñvoù evel ma o deus aon ar broadoù razo. 3 Rak gizioù ar broadoù n'int nemet mogidelloù. Troc'het eo ur wezenn er goadeg, dorn ar micherour he labour gant ur vouc'hal, 4 kaeraet eo gant arc'hant ha gant aour, staget eo gant tachoù ha morzhol evit na fiñvo ket. 5 Heñvel int ouzh ur peul krenn, ne gomzont ket, ret eo o dougen rak ne c'hellont ket kerzhout. N'ho pet ket aon razo, ne reont ket a zroug, evel ivez ne c'hellont ket ober a vad. 6 Den n'eo heñvel ouzhit, AOTROU! Te a zo bras, ha da anv a zo bras e galloud. 7 Piv ne zoujfe ket ac'hanout, Roue ar broadoù? Kement-se a zo dleet dit, rak e-touez re furañ ar broadoù, hag en holl rouantelezhioù, den n'eo heñvel ouzhit. 8 Holl int a-gevret fall ha diboell. Ar c'hoad ne gelenn nemet mogidelloù. 9 Arc'hant plaket degaset eus Tarsiz, hag aour eus Ufaz, a zo lakaet gant ur c'hizeller ha daouarn un orfebour. Al limestra hag an tane eo o dilhad. Holl int oberennoù tud ijinus. 10 Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c'hellont ket gouzañv e zroug. 11 Evel-henn e komzot outo: An doueoù ha n'o deus ket graet an neñvoù hag an douar, a yelo da goll diwar an douar hag a-zindan an neñvoù. 12 Eñ eo en deus graet an douar gant e c'halloud, en deus diazezet ar bed gant e furnez, en deus astennet an neñvoù dre e boell. 13 Da drouz e vouezh, an doureier en em zastum en neñvoù. Lakaat a ra an aezhennoù da bignat eus penn an douar, ober a ra luc'hed ha glav, hag e tenn an avel eus e deñzorioù. 14 Pep den a zo foll dre ar pezh a oar ober, pep orfebour en deus mezh eus e skeudenn gizellet, rak an traoù teuzet n'int nemet gaou, n'eus ket a c'hwezhadenn enno. 15 N'int nemet mogidelloù, oberennoù a douellerezh, mont a raint da netra da vare o c'hastiz. 16 Lodenn Jakob n'eo ket evelto, rak eñ eo en deus graet an holl draoù, hag Israel eo meuriad e hêrezh. AOTROU an armeoù eo e anv. 17 Dastum diwar an douar da draoù, te hag a zo azezet en estrenvan. 18 Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu, ar wech-mañ ez an da dalmañ tud ar vro, hag e lakain anezho war enk, hag e vint tapet. 19 Gwalleur din! Bruzunet on! Va gouli a zo poanius! Met me a lavar: Ac'hanta, va foan eo, hag e c'houzañvin anezhi. 20 Va zeltenn a zo distrujet, va holl gerdin a zo torret, va mibien o deus kuitaet ac'hanon, n'emaint ken. N'eus den da sevel a-nevez va zeltenn ha da staliañ va zinelloù. 21 Rak ar vêsaerien a zo bet diboell, n'o deus ket klasket an AOTROU, en abeg da-se n'o deus ket graet berzh, hag o holl loened a zo bet stlabezet. 22 Setu, un trouz a zo klevet, un trouz bras a zeu eus bro an hanternoz, evit treiñ kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket hag ober anezho toulloù evit an aourgon. 23 AOTROU, gouzout a ran n'eo ket dioutañ hent an den, ha n'eo ket e galloud an hini a gerzh da ren e gammedoù. 24 Va c'hastiz, AOTROU, koulskoude dre vuzul, nann hervez da gounnar, gant aon na'm c'hasfes da netra. 25 Skuilh da fulor war ar broadoù na'z anavezont ket, ha war an tiegezhioù na c'halvont ket da anv, rak lonket o deus Jakob, e lonket o deus, e guzumet o deus, ha gwastet o deus e chomlec'h. |