Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.
2 Samuel 22:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O Doue, va roc'h a gavan bod enni! Va skoed hag an nerzh am dieub, va repu uhel ha va minic'hi! Va Salver, te a ziwall ac'hanon diouzh ar feulster. |
Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.
Hent Doue a zo peurvat, ger an AOTROU a zo amprouet. Ur skoed eo evit an holl re a laka o fiziañs ennañ.
am zenn eus va enebourien, am uhela dreist ar re savet em enep, am dieub eus an den taer.
Eñ eo an hini a ro un dieubidigezh veur d'e roue, a ra trugarez d'e Olevad, da Zavid ha d'e lignez da viken.
Doue Israel en deus lavaret, Roc'h Israel en deus komzet drezon: An hini a ren e-touez an dud gant reizhder, an hini a ren gant doujañs-Doue,
Pa emañ va spered dinerzhet ennon, te a anavez va hent. Kuzhet o deus ur pech din en hent a gerzhen warnañ.
va madoberour ha va c’hreñvlec’h, va repu uhel ha va dieuber, va skoed hag an hini en em dennan ennañ, an hini a renk va fobl dindanon!
Rak va c'huzhat a raio en e repu en deiz fall, va c'huzhat a raio e sekred e dabernakl. Sevel a raio ac'hanon war ur roc'h.
An AOTROU a zo va nerzh ha va skoed. Va c'halon en deus fiziet ennañ hag on bet sikouret. Va c'halon ivez a zo laouenaet, hag e veulan anezhañ dre va c'hanennoù.
Te eo va repu, va diwall a rez eus an estrenvan, va gronnañ a rez gant kanaouennoù a zieubidigezh. Ehan
Paouezit hag anavezit eo me a zo Doue, me a vo meulet e-touez ar pobloù, me a vo meulet dre an douar holl.
Ar pobloù a fiñv, ar rouantelezhioù a vrañsell, lakaat a ra e vouezh da vezañ klevet, hag an douar a deuz.
Met ra laouenaio an holl re en em denn war-zu ennout! Ra ganint a levenez da viken! Ra diwalli anezho! Ra drec'ho ennout a re a gar da anv!
Eus penn an douar e krian dit pa wana va c'halon. Ve degas war ar roc'h-se, hag a zo re uhel evidon.
Dasprenañ a raio o ene eus ar waskerezh hag eus an taerder, hag o gwad a vo prizius dirak e zaoulagad.
Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk,
O Doue, tud lorc'hus a sav a-enep din, un engroez a dud rok a glask va buhez, n'o deus ket ac'hanout dirak o daoulagad.
An AOTROU eo va nerzh ha va meuleudi. Bet eo va dieuber. Va Doue eo, e veuliñ a rin. Doue va zad eo, e ganmeuliñ a rin.
Setu, Doue eo va silvidigezh. Fiziañs am bo ha ne'm bo ket aon, an AOTROU, an AOTROU, eo va nerzh ha va meuleudi, ha bet eo va Salver.
Pep hini anezho a vo evel ur gwasked ouzh an avel hag ur vod ouzh ar glav, evel gwazhioù-dour en ul lec'h sec'h, evel skeud ur roc'h vras war un douar kras.
Disklêriit, lakait anezho da zont, en em guzuilhit kenetrezoc'h! Piv en deus roet da glevout an traoù-se abaoe ar penn-kentañ, hag en deus o disklêriet abaoe pell 'zo? Ha n'eo ket me, an AOTROU? N'eus doue all ebet estregedon. Un Doue reizh hag a salv, n'eus ket unan all estregedon.
AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da lakaat da baouez el lec'h-mañ, dirak ho taoulagad hag en ho teizioù, mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez.
Eñ eo ar roc'h, e oberoù a zo peurvat, e holl hentoù a zo ur varnedigezh, un Doue leal eo, hep direizhder, gwirion hag eeun.
Eürus out, Israel! Piv eo ar bobl a zo heñvel ouzhit, pobl saveteet gant an AOTROU, skoed da sikour, ha kleze da veurded? Da enebourien a vo doñvaet, ha te a vac'ho gant da dreid o lec'hioù uhel.
ha c’hoazh: Me en em fizio ennañ, ha c’hoazh: Setu me amañ, me hag ar vugale en deus Doue roet din.
Neuze Anna a bedas hag a lavaras: Va c'halon a laouena en AOTROU , va c'horn a zo savet gant an AOTROU , va genoù a zigor a-enep va enebourien, dre ma'z on laouen ez silvidigezh.
Nikun n'eo santel evel an AOTROU , n'eus hini all ebet nemedout, n'eus roc'h ebet evel hon Doue.