Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 22:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Lavarout a reas: An AOTROU a zo va roc'h, va c'hreñvlec'h, va dieuber!

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 22:2
15 Referencias Cruzadas  

Rak piv a zo Doue, nemet an AOTROU, ha piv a zo ur roc'h, nemet hon Doue?


Doue eo an hini a zo va c'hreñvlec'h, hag a laka va hent da vezañ e savete,


Doue Israel en deus lavaret, Roc'h Israel en deus komzet drezon: An hini a ren e-touez an dud gant reizhder, an hini a ren gant doujañs-Doue,


va madoberour ha va c’hreñvlec’h, va repu uhel ha va dieuber, va skoed hag an hini en em dennan ennañ, an hini a renk va fobl dindanon!


Stou da skouarn war-zu ennon, hast va dieubiñ. Bez va roc'h, va repu, va c’hreñvlec’h ma vin salvet ennañ!


E-pad an deiz an AOTROU a gaso e drugarez, e-pad an noz e ganaouenn a vo em genoù. Pediñ a rin Doue, va buhez.


Bez evidon ur roc'h a vodenn, e-lec’h ma c'hellin atav en em denn. Urzhiet ec'h eus ma vefen salvet, rak te eo va roc'h ha va c'hreñvlec'h.


Me a lavar d'an AOTROU: Va repu ha va c'hreñvlec'h! Va Doue, ennout emañ va fiziañs!


Anv an AOTROU a zo un tour kreñv, an den reizh a red ennañ hag emañ e surentez.


Ha me a lavar dit ivez penaos ez out Pêr, ha war ar roc’h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec’h ar marv ne drec’hint ket anezhi.


Eñ eo ar roc'h, e oberoù a zo peurvat, e holl hentoù a zo ur varnedigezh, un Doue leal eo, hep direizhder, gwirion hag eeun.


Nikun n'eo santel evel an AOTROU , n'eus hini all ebet nemedout, n'eus roc'h ebet evel hon Doue.


Neuze ez eas Saül hag e dud d'e glask, met lavaret e voe da Zavid a ziskennas ar roc'h hag a chomas e gouelec'h Maon. O vezañ anavezet kement-se, Saül a yeas war-lerc'h David e gouelec'h Maon.


Saül a gemeras tri mil den eus an dibab a-douez holl Israel, hag ez eas da glask David hag e dud, betek reier ar Chamoezed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos