Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 12:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Setu, Doue eo va silvidigezh. Fiziañs am bo ha ne'm bo ket aon, an AOTROU, an AOTROU, eo va nerzh ha va meuleudi, ha bet eo va Salver.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 12:2
41 Referencias Cruzadas  

Sartaet ec'h eus da bobl Israel evit bezañ da bobl da viken, ha te, AOTROU, te a zo deuet o Doue.


Ha kement-se a drofe e silvidigezh din, met un den dizoue ne zeuio ket dirazañ.


E galon, harpet mat, n'he devo ket aon, betek ma en devo diskuizhet e sell war e enebourien.


An AOTROU eo va nerzh ha va c'han, bet eo va dieuber.


Me az meulo rak selaouet ec'h eus ac'hanon, hag out bet va dieuber.


Salm David. An AOTROU eo va sklêrijenn ha va dieubidigezh: Dirak piv em befe aon? An AOTROU eo diwaller va buhez: Dirak piv e spontfen?


Respont a ri deomp dre vurzhudoù, hervez da reizhder, o Doue hor silvidigezh, esperañs pennoù pellañ an douar hag ar mor!


Benniget ra vo an AOTROU, eñ hag a leugn ac'hanomp bemdez! Pa hor bec'hier, Doue eo hon dieubidigezh.  Ehan


Doue a zo evidomp an Doue a zieubidigezh. An AOTROU hon Doue eo a denn eus ar marv.


Ra vint mezhus, ra vint spontet da viken, ra vint rentet pinous ha ma'z aint da get!


An AOTROU eo va nerzh ha va meuleudi. Bet eo va dieuber. Va Doue eo, e veuliñ a rin. Doue va zad eo, e ganmeuliñ a rin.


Evel-henn e komz an Aotrou, AOTROU an armeoù: Va fobl, te hag a zo o chom e Sion, na'z pez ket aon rak an Asiria; skeiñ a ra warnout gant ar wialenn, hag e sav e vazh ouzhit en doare an Ejipt,


Ankounac'haet ec'h eus Doue da silvidigezh, ne'c'h eus ket bet soñj eus roc'h da nerzh, hag en abeg da-se e plantez plantennoù plijus hag e hadez bodoù estren.


nemet e c'houlennfed diganin va gwarez, ra vo graet ar peoc'h ganin, ra vo graet ar peoc'h ganin.


Pep hini anezho a vo evel ur gwasked ouzh an avel hag ur vod ouzh ar glav, evel gwazhioù-dour en ul lec'h sec'h, evel skeud ur roc'h vras war un douar kras.


Rak an AOTROU eo hor barner, an AOTROU eo hol lezennour, an AOTROU eo hor roue, eñ eo a savetaio ac'hanomp.


An AOTROU eo va silvidigezh, hag e kanimp war hor binvioù-kerdin holl zeizioù hor buhez e ti an AOTROU.


Israel a zo salvet dre an AOTROU, gant ur silvidigezh peurbadus. Ne viot na mezhek na pinous, biken.


Ha bremañ e komz an AOTROU, eñ hag en deus va stummet adalek ar c'hof evit bezañ e servijer, evit degas Jakob d'e gavout en-dro, hag Israel strewet; met e vin enoret dirak daoulagad an AOTROU, ha va Doue a vo va nerzh.


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


Me eo, me eo an hini a frealz ac'hanoc'h. Piv out-te evit kaout aon rak un den marvel, rak ur mab-den a zeuio da vezañ evel geot?


Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.


Setu an AOTROU a laka da glevout betek pennoù an douar: Lavarit da verc'h Sion: Setu ma teu da silvidigezh, emañ he gopr ganti, hag hec'h oberenn dirazi.


Laouenait ha bezit el levenez da viken en abeg d'ar pezh emaon o krouiñ. Rak setu, emaon o krouiñ Jeruzalem evit al levenez hag he fobl evit ar joa.


Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.


En deizioù-se e vo salvet Juda, hag Israel a vo o chom e surentez, ha setu an anv ma vo galvet: An AOTROU hor reizhder.


A-dra-sur, en aner emaomp en gortoz eus ar c'hrec'hiennoù hag eus niver ar menezioù. A-dra-sur, en AOTROU hon Doue eo silvidigezh Israel.


Nebukadnezar a gomzas o lavarout: Benniget ra vo Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, en deus kaset e ael ha dieubet e servijerien o doa fiziet ennañ, o doa torret urzh ar roue ha kinniget o c'horfoù, evit chom hep servijañ hag azeuliñ doue all ebet nemet o Doue!


Met truez am bo ouzh ti Juda, o saveteiñ a rin dre an AOTROU o Doue, ha ne savetein ket anezho dre ar wareg, na dre ar c'hleze, na dre ar brezelioù, na dre ar c'hezeg, na dre ar varc'hegerien.


Ha c'hwi, mibien Sion, tridit ha laouenait en AOTROU ho Toue, rak e ro deoc'h glav ar c'hentañ amzer hervez an direizhder, hag e kas deoc'h ur glav fonnus eus ar c'hentañ hag eus an diwezhañ amzer, evel gwechall.


Ar re en em stag ouzh traoù aner ha touellus a zilez an hini a ra trugarez.


Koulskoude me a vo laouen en AOTROU, me a drido e Doue eus va silvidigezh.


Rak ne’m eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian.


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Ar silvidigezh a zo d’hon Doue a zo azezet war an tron ha d’an Oan.


Neuze Anna a bedas hag a lavaras: Va c'halon a laouena en AOTROU , va c'horn a zo savet gant an AOTROU , va genoù a zigor a-enep va enebourien, dre ma'z on laouen ez silvidigezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos