47 An AOTROU a zo bev! Benniget ra vo va roc'h! Uhelaet ra vo Doue va silvidigezh,
O Doue, va roc'h a gavan bod enni! Va skoed hag an nerzh am dieub, va repu uhel ha va minic'hi! Va Salver, te a ziwall ac'hanon diouzh ar feulster.
Gouzout a ran-me ez eo bev va dasprener, ha d'an diwezh e savo war an douar,
lakaat a rin e zorn war ar mor, hag e du dehou war ar stêrioù.
Va gervel a raio, o lavarout: Te eo va Zad, va Doue, ha roc'h va silvidigezh!
An AOTROU eo va nerzh ha va meuleudi. Bet eo va dieuber. Va Doue eo, e veuliñ a rin. Doue va zad eo, e ganmeuliñ a rin.
ha va spered en em laouena e Doue va Salver,