Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 22:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

51 Eñ eo an hini a ro un dieubidigezh veur d'e roue, a ra trugarez d'e Olevad, da Zavid ha d'e lignez da viken.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 22:51
18 Referencias Cruzadas  

Lavarout a reas: An AOTROU a zo va roc'h, va c'hreñvlec'h, va dieuber!


Setu amañ komzoù diwezhañ David. David mab Jese, an hini a zo bet savet uhel, an hini a zo bet olevad Doue Jakob, ar c'haner karet eus Israel, a lavaras:


Da di ha da ren a vo asuret da viken dirak da zaoulagad, da dron a vo startaet da viken


Te a ro an dieubidigezh d'ar rouaned, hag a savete David da servijer eus ar c'hleze lazhus.


Setu perak e veulin ac'hanout e-touez ar broadoù, o AOTROU, hag e kanin meuleudioù da'z anv!


D'ar mestr-kaner; salm David.


Pegement a lavar diwar va ene: Silvidigezh ebet evitañ e-kichen Doue!  Ehan


Menez Sion a sav gant gras, levenez an douar holl. War-zu an hanternoz emañ kêr ar roue meur.


Komzet ez poa gwechall da'z karet-mat en ur weledigezh, o lavarout: Roet em eus sikour d'un den kadarn, savet em eus a-douez ar bobl un den nerzhus,


bruzunañ a rin dirazañ e enebourien, skeiñ a rin ar re a gasa anezhañ.


lakaat a rin e zorn war ar mor, hag e du dehou war ar stêrioù.


Mirout a rin dezhañ va madelezh da viken, ha va emglev a zo asuret dezhañ.


Touet em eus ur wech dre va santelezh, ne lavarin gaou ebet da Zavid.


Me a lavar d'an AOTROU: Va repu ha va c'hreñvlec'h! Va Doue, ennout emañ va fiziañs!


Servijañ a raint an AOTROU o Doue, ha David o roue a savin dezho.


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos