50 Setu perak e veulin ac'hanout e-touez ar broadoù, o AOTROU, hag e kanin meuleudioù da'z anv!
Eñ eo an hini a ro un dieubidigezh veur d'e roue, a ra trugarez d'e Olevad, da Zavid ha d'e lignez da viken.
Da veuliñ a rin e-touez ar pobloù, o AOTROU, da ganañ e-touez ar broadoù,
am dieub eus va enebourien, am sav dreist va enebourien, am dieub eus an den taer.
hag evit ma teuio ar baganed da reiñ gloar da Zoue abalamour d’e drugarez, evel ma’z eo skrivet: En abeg da-se ec’h anzavin ac’hanout e-touez ar broadoù, hag e veulin da anv.