Ra vo benniget an AOTROU da Zoue, en deus kavet e blijadur ennout, evit da lakaat war dron Israel! Dre m'en deus karet an AOTROU Israel da viken, eo en deus da lakaet da roue, evit ober eeunder ha reizhder.
Adalek an deiz ma voe gourc'hemennet din bezañ o gouarnour e bro Juda, adalek an ugentvet bloaz betek an eil bloaz ha tregont eus ar roue Artakserksez, e-pad daouzek vloaz, me ha va breudeur n'hon eus ket kemeret ar pezh a zo merket d'ar gouarnour.
Dibab a-douez ar bobl holl tud barrek o toujañ Doue, tud leal o kasaat ar gounid dizonest, ha laka anezho warno evel renerien a vilieroù, renerien a gantoù, renerien a hanter-kantoù ha renerien a zegoù.
Doue a lavaras c'hoazh da Voizez: Evel-henn e komzi da vibien Israel: An AOTROU , Doue ho tadoù, Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob, en deus va c'haset d'ho kavout. Hennezh eo va anv da viken, hennezh eo va eñvor a lignez da lignez.
Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.
Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.