2 Spered an AOTROU en deus komzet drezon, e gomz a zo bet war va zeod.
Ha te, o roue va aotrou, daoulagad holl Israel a zo warnout, evit ma tisklêri d'ar bobl piv a vo azezet war dron ar roue va aotrou war e lerc'h.
Jezuz a lavaras dezho: Penaos eta e c’halv David anezhañ, dre ar Spered, Aotrou, pa lavar:
Rak David a lavaras e-unan dre ar Spered-Santel: An Aotrou en deus lavaret da’m Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
rak ar brofediezh n’eo ket bet degaset gwechall dre volontez an den, met tud santel Doue o deus komzet renet gant ar Spered-Santel.