D'an ampoent ma krogjont gant ar c'han hag ar veuleudi, an AOTROU a lakaas pechoù a-enep mibien Ammon, Moab ha re eus menez Seir, a zeue a-enep Juda. Hag e voent pilet.
Hag al Levited Jezua, Kadmiel, Bani, Hashabnia, Sherebia, Hodija, Shebania ha Petakja a lavaras: Savit, bennigit an AOTROU ho Toue a holl viskoazh da holl viken! Ra vo benniget da anv glorius, a zo savet uheloc'h eget pep bennozh ha pep meuleudi!
Aotrou, dellezek out da resev ar gloar hag an enor hag ar galloud, rak krouet ec’h eus an holl draoù, hag evit da levenez eo emaint hag ez int bet krouet!
Lavarout a raent gant ur vouezh kreñv: Dellezek eo an Oan a zo bet lakaet d’ar marv da resev galloud, pinvidigezh, furnez, nerzh, enor, gloar ha meuleudi.