Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 22:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Hent Doue a zo peurvat, ger an AOTROU a zo amprouet. Ur skoed eo evit an holl re a laka o fiziañs ennañ.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 22:31
18 Referencias Cruzadas  

O Doue, va roc'h a gavan bod enni! Va skoed hag an nerzh am dieub, va repu uhel ha va minic'hi! Va Salver, te a ziwall ac'hanon diouzh ar feulster.


Kavet ec'h eus e galon feal dirazout ha graet ec'h eus gantañ un emglev, evit reiñ d'e lignez bro ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, ar Ferezianed, ar Jebuziz hag ar C'hirgazianed. Sevenet ec'h eus da gomz, rak reizh ez out.


Setu perak, c'hwi hag hoc'h eus skiant, selaouit ouzhin: Pell diouzh Doue an drougiezh! Pell diouzh an Holl-C'halloudeg an direizhder!


Da c'her a zo glan-meurbet, setu perak da servijer e gar.


En abeg da wask ar beorien, en abeg da glemm an ezhommeien: Bremañ, eme an AOTROU, me a savo, me a lakaio e surentez an hini a zo dismegañset.


An AOTROU a zo reizh en e holl hentoù, ha leun a vadelezh en e holl oberennoù.


Rak ganit e kouezhan war ur strollad, gant va Doue e treuzan ur voger.


Embann a rin an dekred: An AOTROU en deus lavaret din: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet.


Kemer ar skoed bihan hag ar skoed bras, ha sav da'm sikour!


AOTROU, Doue an armeoù, selaou va fedenn! Doue Jakob, ro da skouarn!


Golo a raio ac'hanout gant e bluñv, hag ez po ur repu dindan e zivaskell. E wirionez a vo da skoed hag da hobregon.


Pep ger Doue a zo glan. Ur skoed eo d'ar re a laka o fiziañs ennañ.


Anavezet em eus e pado da viken kement en deus graet Doue, n'eus netra da lakaat ouzhpenn ha netra da lemel. Ha Doue en gra evit bezañ doujet.


Met e diwezh an deizioù-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neñv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhañ, ha rois gloar d'an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad.


Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.


Bezit eta peurvat evel ma’z eo peurvat ho Tad a zo en neñvoù.


Eñ eo ar roc'h, e oberoù a zo peurvat, e holl hentoù a zo ur varnedigezh, un Doue leal eo, hep direizhder, gwirion hag eeun.


Int a ganent kantik Moizez, servijer Doue, ha kantik an Oan, o lavarout: Da oberoù a zo bras ha souezhus, Aotrou Doue holl-c’halloudek! Da hentoù a zo reizh ha gwirion, Roue ar sent!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos