Jeremiaz 4:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e toui: Bev eo an AOTROU! e gwirionez, en eeunder hag e reizhder, hag ar broadoù a vo benniget ennañ hag a gavo gloar ennañ. |
Salomon a lavaras: Diskouezet ec'h eus ur vadelezh vras e-keñver da servijer David va zad, dre m'en deus kerzhet dirazout er fealded, er reizhder hag en eeunder a galon ez keñver. Miret ec'h eus dezhañ ar vadelezh vras-se, ha roet dezhañ ur mab a zo azezet war e dron, evel hiziv.
E anv a chomo da viken. E anv a vo embannet e-keit ha ma lugerno an heol. Dre e anv e vior benniget. Galvet e vo eürus gant an holl vroadoù.
Nerzh ar roue a gar ar reizhder, lakaet ec'h eus an eeunder, graet ec'h eus ar varnedigezh hag ar reizhder e Jakob.
Touet em eus drezon va-unan, hag ar gomz deuet eus va genoù a zo gwirion, ne vo ket torret: Pep glin a blego ha pep teod a douo dirazon.
An hini en em vennigo war an douar en em vennigo dre an Doue a wirionez, an hini a douo war an douar a douo dre an Doue a wirionez, rak enkrezioù an amzer dremenet a vo ankounac'haet, kuzhet e vint ouzh va daoulagad.
Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c'hellont ket gouzañv e zroug.
Hag e c'hoarvezo, goude bezañ o diframmet, ma em bo c'hoazh truez outo, hag e lakain pep hini anezho da zistreiñ d'e hêrezh, ha pep hini d'e zouar.
Ha mar deskont hentoù va fobl, mar touont dre va anv: An AOTROU a zo bev! evel m'o deus desket da'm fobl touiñ dre Vaal, e vint savet e-kreiz va fobl.
AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.
En amzer-se e vo galvet Jeruzalem: Tron an AOTROU. An holl vroadoù en em zastumo e Jeruzalem en anv an AOTROU, ha ned aint ken war-lerc'h kaleter o c'halon fall.
Hag ar gêr-mañ a vo evidon un abeg a levenez, a veuleudi hag a c'hloar, dirak holl vroadoù an douar, a anavezo an holl vadoberoù a rin dezho, hag a vo spouronet ha spontet eus an holl vadoberoù hag an holl verzh a roin dezho.
Adreizhit, ya adreizhit hoc'h hentoù hag hoc'h oberoù, grit ar reizhder an eil e-keñver egile,
met an hini a fouge, ra fougeo gant kement-mañ: poellek eo, va anavezout a ra, hag e oar ez on an AOTROU, a ra trugarez, barnedigezh ha reizhder war an douar, rak en traoù-se e kavan plijadur, eme an AOTROU.
Hag e timezin ganit evit biken; dimeziñ a rin ganit er reizhder hag er varnedigezh, er vadelezh hag en druez.
Ha bremañ c'hoazh, eme an AOTROU, distroit din a holl galon, gant yun, daeroù ha klemmvanoù.
O lakaat a rin da zont, hag e vint o chom e-kreiz Jeruzalem, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, e gwirionez hag e reizhder.
Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.
Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout!
Doujañ a ri an AOTROU da Zoue, hag e serviji anezhañ, hag en em stagi outañ, hag e toui dre e anv.
Pa vi er glac'har ha ma vo erruet an holl draoù-se ganit, neuze, en deizioù war-lerc'h, e tistroi d'an AOTROU da Zoue hag e senti ouzh e vouezh,
Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,
Chom amañ an nozvezh-mañ, ha setu a-benn warc'hoazh, ma fell dezhañ da zasprenañ, mat e vo, e taspreno, met ma ne blij ket dezhañ da zasprenañ, me a zaspreno ac'hanout; an AOTROU a zo bev. Chom gourvezet amañ betek ar mintin.
David a douas c'hoazh o lavarout: A-dra-sur e oar da dad em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag en devo lavaret: Ra ne ouio ket Jonatan kement-mañ, gant aon na vefe glac'haret. Met an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev, ur c'hammed 'zo etrezon-me hag ar marv.