Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 10:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c'hellont ket gouzañv e zroug.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 10:10
69 Referencias Cruzadas  

Abraham a blantas un damarisklenn e Beer-Sheba hag a c'halvas eno anv an AOTROU, an Doue peurbadus.


An holl bobl a welas kement-se, hag a gouezhas war o dremm hag a lavaras: An AOTROU a zo Doue! An AOTROU a zo Doue!


evit ma'c'h anavezo holl bobloù an douar eo an AOTROU a zo Doue ha n'eus hini all ebet,


Dit-te, AOTROU , eo ar vrasted, an nerzh, ar c'hloar, ar beurbadelezh hag ar veurdez, rak kement a zo en neñvoù ha war an douar a zo dit. Dit-te, AOTROU , eo ar rouantelezh, ha te en em sav e pennroue dreist pep tra.


E-pad pell eo bet Israel hep an Doue gwirion, hep aberzhour o kelenn, hep lezenn,


Hejañ a ra an douar war e ziazez, hag e beulioù a zo brañsellet.


An AOTROU a zo roue dalc'hmat ha da viken, ar broadoù o deus aet da get a-ziwar e zouar.


Gouezit eo an AOTROU a zo Doue. Eñ eo en deus hor graet, n'eo ket ni hon-unan. E bobl ez omp, hag an tropell a laka da beuriñ.


rak an AOTROU a zo mat, e vadelezh a chom da viken, hag e fealded a oad da oad.


Sellout a ra ouzh an douar hag e kren, stekiñ a ra ouzh ar menezioù hag e tivogedont.


Dour, kren dirak dremm an Aotrou, dirak dremm Doue Jakob,


Da rouantelezh a zo ur rouantelezh evit an holl gantvedoù, ha da vestroniezh a bad en holl rummadoù.


en deus graet an neñvoù hag an douar, ar mor ha kement a zo ennañ, a zalc'h ar fealded da viken,


em estrenvan em eus aspedet an AOTROU ha kriet da'm Doue. Eus e balez en deus klevet va mouezh, hag ar c'hriadennoù am eus laosket war-zu ennañ a zo savet betek e zivskouarn.


An AOTROU a oa azezet a-us d'al liñvadenn, an AOTROU a azezo da roue da viken.


Va zennañ a ri eus ar pech o deus stegnet din, rak te eo va repu.


Evel ma hirvoud an heizez etrezek an doureier-red, evel-se, o va Doue, e hirvoud va ene davedout!


Da dropell a voe o chom war an douar-se, kempennet gant da vadelezh, o Doue, evit ar re c'hlac'haret.


O Doue, pa'z out aet a-raok da bobl, pa ec'h eus kerzhet er gouelec'h,  Ehan


Met Doue eo va Roue a bep amzer, eñ a ober dieubidigezhioù e-kreiz an douar.


Da'z kourdrouz, Doue Jakob, kirri ha kezeg a zo bet skoet a vorgousk.


Te a zo burzhudus, piv a c'hell padout dirazout adalek ma en em ziskouez da gounnar?


Ar c'hoabr en em skuilhas en doureier, ar c'houmoul a gurunas, da viroù ivez a nijas a bep tu.


AOTROU an armeoù, pegen karantezus eo da dabernakloù!


An AOTROU a ren da viken. Kempenn a ra e dron a-benn ar varnedigezh.


Piv a anavez nerzh da gounnar ha da vuanegezh, hervez an doujañs a zo dleet dit?


A-raok d'ar menezioù bezañ ganet, ha d'an douar ha d'ar bed bezañ krouet, a-viskoazh ha da viken ez out-te Doue.


Da dron a zo startaet abaoe an amzerioù kozh, emaout a bep amzer.


E luc'hed a lugern war ar bed, an douar a gren ouzh e welout.


AOTROU, stou da skouarn ha selaou! AOTROU, digor da zaoulagad ha sell! Selaou holl gomzoù Sankerib, en deus kaset evit dismegañsiñ an Doue bev!


Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet komzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.


Emañ ar broadoù evel ur banne o teverañ eus ur sailh, kontet int evel ur boultrenn en ur valañs; an inizi a zo sammedet evel traoùigoù munut.


Ha n'ouzout ket? Ha ne'c'h eus ket e glevet? An AOTROU eo an Doue peurbadus, an hini en deus krouet pennoù an douar; n'eo na skuizh na faezh, ha ne c'heller ket furchal e skiant.


Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.


An hini en em vennigo war an douar en em vennigo dre an Doue a wirionez, an hini a douo war an douar a douo dre an Doue a wirionez, rak enkrezioù an amzer dremenet a vo ankounac'haet, kuzhet e vint ouzh va daoulagad.


Met ne reot ken meneg eus: Diougan an AOTROU, rak komz pep hini a vo e ziougan; direizhet hoc'h eus komzoù an Doue bev, AOTROU an armeoù, hon Doue.


hag e toui: Bev eo an AOTROU! e gwirionez, en eeunder hag e reizhder, hag ar broadoù a vo benniget ennañ hag a gavo gloar ennañ.


Sellout a ran ouzh ar menezioù, ha setu e vrañsellont, hag an holl grec'hioù a zo hejet.


Gant trouz kemer Babilon an douar a greno, hag ur garm a vo klevet e-touez ar broadoù.


An douar a greno hag a vo er poanioù, rak pep mennad an AOTROU a-enep Babilon a vo graet, evit lakaat bro Vabilon da vezañ ur gouelec'h hep tud.


Pegen bras eo e sinoù, ha galloudus e vurzhudoù! E ren a zo ur ren peurbadus, e c'halloud a gendalc'ho a oad da oad.


Met e diwezh an deizioù-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neñv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhañ, ha rois gloar d'an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad.


Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: E-barzh va holl rouantelezh, ra vo doujañs ha spont e-keñver Doue Daniel, rak an Doue bev eo, hag e chom da virviken, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet, hag e ren a bado betek an diwezh.


Saveteiñ ha dieubiñ a ra, ober a ra sinoù ha burzhudoù en neñvoù ha war an douar, dieubet en deus Daniel eus galloud al leoned.


Hag e voe roet dezhañ ar vestroniezh, ar c'hloar hag ar ren, hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a servijas anezhañ. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet.


Hag an AOTROU a raio klevout e vouezh dirak e arme, rak e gamp a zo bras-kenañ; sevener e gomz a zo galloudus. A-dra-sur ez eo bras ha spontus devezh an AOTROU, ha piv a c'hello chom en e sav?


Ar menezioù a deuz dindanañ, an traoniennoù a zigor, evel koar dirak an tan, evel doureier o redek en un dinaou.


Ar menezioù a gren dirazañ, ar c'hrec'hiennoù a deuz. An douar a zo savet dirak e zremm, ar bed ha kement a zo ennañ.


Piv a bado dirak e fulor? Piv a zalc'ho en e sav dirak tan e gounnar? E fulor en em skuilh evel un tan, hag ar reier a zo bruzunet dirazañ.


Ar menezioù a wel ac'hanout hag a gren. Froudoù herrus en em daol d'an traoñ, an donder a laka e vouezh da dregerniñ, sevel a ra e zaouarn d'an nec'h.


Chom a ra a sav, hag e vuzuilh an douar; sellout a ra, hag e laka ar broadoù da grenañ. Ar menezioù peurbadus a zo bruzunet, ar c'hrec'hiennoù kozh-kenañ a zo izelaet. E hentoù a zo a-holl-viskoazh.


Piv a c'hello gouzañv deiz e zonedigezh, piv a c'hello chom en e sav pa en em ziskouezo? Rak bez' e vo evel tan an teuzer, evel soavon ar gwenner.


Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C’hrist, Mab an Doue bev.


Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran sart en anv an Doue bev da lavarout deomp mar d-out ar C’hrist, Mab Doue.


Hag ar vuhez peurbadus eo ma’c’h anavezint ac’hanout, te ar gwir Doue nemetañ, ha Jezuz-Krist, an hini ac’h eus kaset.


O tud, perak e rit kement-se? N’omp nemet tud dalc’het d’an hevelep poanioù eveldoc’h. Prezeg a reomp deoc’h an Aviel evit ma tistroot eus an traoù didalvez-se ha m’en em droot war-zu an Doue bev, an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno.


Eñ eo ar roc'h, e oberoù a zo peurvat, e holl hentoù a zo ur varnedigezh, un Doue leal eo, hep direizhder, gwirion hag eeun.


Piv eo an den hag en defe klevet mouezh an Doue bev o komz a-greiz an tan, hag a vefe chomet bev?


Rak int a lavar o-unan pebezh degemer hon eus bet diganeoc’h ha penaos hoc’h eus en em zistroet diouzh an idoloù da Zoue, evit servijañ an Doue bev ha gwirion,


Da Roue ar c’hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,


Un dra euzhus eo kouezhañ etre daouarn an Doue bev.


Jozue a lavaras: Dre gement-mañ e oueziot penaos emañ an Doue bev en ho touez, ha penaos e kaso kuit a-zirazoc'h ar Gananeiz, an Hitited, an Hevianed, ar Ferezianed, ar C'hirgazianed, an Amoreaned hag ar Jebuziz,


Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.


Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.


AOTROU, pa'z out aet kuit eus Seir, pa'z out aet a-raok eus parkeier Edom, an douar a grenas, an neñvoù a deuzas, ar c'houmoul a deuzas e doureier,


David a gomzas gant an dud a oa gantañ hag a lavaras: Petra vo graet d'an den a lazho ar Filistin-se hag a lamo an dismegañs diwar Israel? Rak piv eo ar Filistin-se, an diamdroc'h-se, evit dismegañsiñ armeoù an Doue bev?


Da servijer en deus lazhet hag al leon hag an arzh, hag ar Filistin-se, an diamdroc'h-se, a vo evel unan anezho, rak dismegañset en deus armeoù an Doue bev.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos