ha goude, e tistroiot din, hag e virot va gourc'hemennoù, hag e reot hervezo, ha neuze, pa viot bet kaset betek pennoù an neñvoù, e tastumin ac'hanoc'h ac'hane, hag ho tegasin d'al lec'h am eus dibabet evit lakaat va anv.
Moizez a gontas d'e dad-kaer kement en doa graet an AOTROU da Faraon ha d'an Ejipsianed e-keñver Israel, an holl boanioù a oa deuet warno en hent ha penaos en doa o dieubet an AOTROU .
Met setu amañ ar pezh am eus gourc'hemennet ha lavaret dezho: Selaouit ouzh va mouezh hag e vin ho Toue hag e viot va fobl, kerzhit war an holl hentoù a c'hourc'hemennan deoc'h, evit ma'z aio mat an traoù ganeoc'h.
Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.
Hag ar re a zo pell a zeuio hag a labouro da sevel templ an AOTROU, hag e ouiot ez on bet kaset d'ho kavout gant AOTROU an armeoù. Kement-se a c'hoarvezo mar selaouit gant evezh mouezh an AOTROU ho Toue.
met d’ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d’ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc’h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh.
pa senti ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, o virout e c'hourc'hemennoù hag e reolennoù skrivet e levr al lezenn-mañ, pa zistroi d'an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene.
ma tistroi d'an AOTROU da Zoue ha ma senti ouzh e vouezh e kement tra a c'hourc'hemennan dit hiziv, te ha da vibien, eus da holl galon hag eus da holl ene,
D'an deiz-se va c'hounnar en em dano a-enep dezho. Me o zilezo hag e kuzhin va dremm. Lonket e vint, hag e c'houzañvint poanioù niverus hag enkrezioù, hag e lavarint en deiz-se: Ha n'eo ket dre ma n'emañ ken hon Doue en hor c'hreiz e c'houzañvomp ar poanioù-mañ?
Neuze e c'houzañvint poanioù niverus hag enkrezioù, hag e komzo ar c'hantik-mañ evel test en o enep, dre ma ne vo ket ankounac'haet gant genoù o lignez. Rak anavezout a ran o mennozhioù, o deus diskuliet dija hiziv, a-raok ma em eus o derenet d'ar vro am eus touet.
Rak gouzout a ran penaos, goude va marv, en em vreinot hag e tistroiot diouzh an hent am eus gourc'hemennet deoc'h; hag e c'houzañvot poanioù en deizioù da zont, pa ho po graet ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o fuloriñ anezhañ dre oberennoù ho taouarn.