Adlezenn 4:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned29 Mar klaskez ac'hane an AOTROU da Zoue, e kavi anezhañ, pa en klaski eus da holl galon hag eus da holl ene. Ver Capítulo |
Ar roue en em zalc'has e-kichen ar golonenn, hag a reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e c'hourc'hemennoù, e destenioù hag e reolennoù, a holl galon hag a holl ene, en ur ober hervez komzoù an emglev skrivet el levr-se. Hag an holl bobl a asantas d'an emglev-se.
Ho re hag a vo en em dennet o devo soñj ac'hanon e-touez ar broadoù ma vint dalc'het enno, dre ma em bo rannet o c'halon avoultr a zo en em zistroet diouzhin, kenkoulz hag o daoulagad avoultr a zo aet war-lerc'h o idoloù. Heug o devo outo o-unan en abeg d'an droug o devo graet hag en abeg d'o holl euzhusterioù.