Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 8:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 O lakaat a rin da zont, hag e vint o chom e-kreiz Jeruzalem, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, e gwirionez hag e reizhder.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 8:8
30 Referencias Cruzadas  

Reiñ a rin dit ha da'z lignez da c'houde ar vro m'emaout o chom enni, holl vro Ganaan, evit he c'haout da viken, hag e vin o Doue.


am eus gourc'hemennet d'ho tadoù en deiz ma em eus tennet anezho eus bro Ejipt, eus ar forn houarn, o lavarout: Selaouit ouzh va mouezh ha grit an holl draoù am eus gourc'hemennet deoc'h, hag e viot va fobl, hag e vin ho Toue;


met: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet pignat kuit ha distroet diskennidi ti Israel eus bro an hanternoz hag eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, hag e vint o chom en o bro.


Hag e roin dezho ur galon da'm anavezout, me an AOTROU, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, dre ma tistroint da'm c'havout a-greiz-kalon.


Hag e viot va fobl, hag e vin ho Toue.


En amzer-se, eme an AOTROU, e vin Doue holl diegezhioù Israel, hag e viot va fobl.


Met setu an emglev a ziazezin gant ti Israel goude an deizioù-se, eme an AOTROU: Lakaat a rin va lezenn en o c'hreizon hag e skrivin anezhi war o c'halon, hag e vin o Doue hag e vint va fobl.


Hag em bo levenez en ur ober vad dezho, hag e plantin anezho er vro-mañ e wirionez, a-greiz va c'halon ha va holl ene.


hag e toui: Bev eo an AOTROU! e gwirionez, en eeunder hag e reizhder, hag ar broadoù a vo benniget ennañ hag a gavo gloar ennañ.


evit ma gerzhint em reolennoù ha ma virint va barnedigezhioù ha ma raint hervezo; hag e vint va fobl, hag e vin o Doue


Hag e viot o chom er vro am eus roet d'ho tadoù, hag e viot va fobl hag e vin ho Toue.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En deiz m'ho klanain eus hoc'h holl zireizhder, ar c'hêrioù a vo annezet, hag al lec'hioù gwastet a vo adsavet.


Hag e vint o chom er vro am eus roet da Jakob va servijer, ma'z eo bet o chom enni ho tadoù. Bez' e vint o chom enni, int, o mibien ha mibien o mibien, da viken, ha David va servijer a vo o friñs da viken.


Va zabernakl a vo en o zouez, hag e vin o Doue, hag e vint va fobl.


Hag e teredint eus an Ejipt evel ul labous, hag eus bro Asiria evel ur goulm, ha me o lakaio da chom en o ziez, eme an AOTROU.


Met Juda a vo annezet da viken, ha Jeruzalem a oad da oad.


kerzhout a rin en ho touez; bez’ e vin ho Toue hag e viot va fobl.


Me o degaso eus bro Ejipt, me o dastumo eus Asiria, hag o lakain da zont da vro Galaad ha d'al Liban, ha ne vo ket lec'h a-walc'h evito.


Kreñvaat a rin ti Juda, saveteiñ a rin ti Jozef, hag o adlakain, rak truez am eus outo. Hag e vint evel ma ne'm bije ket o zaolet kuit, rak me a zo an AOTROU o Doue, ha me o selaouo.


An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.


Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.


Klevout a ris ur vouezh kreñv o tont eus an neñv a lavare: Setu, emañ tabernakl Doue e-touez an dud. Eñ a chomo ganto, int a vo e bobl, ha Doue e-unan a vo en o zouez, bez’ e vo o Doue.


An hini a drec’ho en devo an holl draoù da hêrezh. E Zoue e vin hag eñ a vo va mab.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos