Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 8:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an da saveteiñ va fobl eus bro ar sav-heol hag eus bro ar c'huzh-heol.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 8:7
21 Referencias Cruzadas  

ha goude, e tistroiot din, hag e virot va gourc'hemennoù, hag e reot hervezo, ha neuze, pa viot bet kaset betek pennoù an neñvoù, e tastumin ac'hanoc'h ac'hane, hag ho tegasin d'al lec'h am eus dibabet evit lakaat va anv.


Adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol, ra vo meulet anv an AOTROU!


An AOTROU eo a sav Jeruzalem, a zastum re stlabezet Israel,


Salm Azaf. Doue, an AOTROU Doue, en deus komzet ha galvet an douar, eus ar sav-heol betek ar c'huzh-heol.


Setu, int amañ a zeu a-bell, ar re-se eus an hanternoz hag eus ar c'huzh-heol, ar re-hont eus bro ar Sinianed.


Hag e vo doujet anv an AOTROU adalek ar c'huzh-heol, hag e c'hloar adalek ar sav-heol. Pa zeuio an enebour evel ur stêr, Spered an AOTROU en lakaio war dec'h.


Setu ez an d'o degas eus bro an hanternoz ha d'o dastum eus pennoù an douar, an dall hag ar c'hamm, ar vaouez dougerez hag an hini a c'han, a-gevret, a vo en o zouez; distreiñ a raint amañ en un engroez bras.


ha setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dastum a rin ac'hanoc'h a-douez ar broadoù, bodañ a rin ac'hanoc'h eus ar broioù e-lec'h ma hoc'h bet stlabezet, hag e roin deoc'h douar Israel.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En deiz m'ho klanain eus hoc'h holl zireizhder, ar c'hêrioù a vo annezet, hag al lec'hioù gwastet a vo adsavet.


Kreñvaat a rin ti Juda, saveteiñ a rin ti Jozef, hag o adlakain, rak truez am eus outo. Hag e vint evel ma ne'm bije ket o zaolet kuit, rak me a zo an AOTROU o Doue, ha me o selaouo.


Rak adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol e vo bras va anv e-touez ar broadoù, hag e pep lec'h ma vo lakaet da vogediñ ha kinniget ur brofadenn c'hlan da'm anv. Rak va anv a vo bras e-touez ar broadoù, eme AOTROU an armeoù.


neuze an AOTROU da Zoue a zegaso da re zalc'het en-dro hag en devo truez ouzhit, hag e tastumo ac'hanout a-nevez diouzh an holl bobloù en devo da stlabezet en o zouez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos