Hag Elia a gemeras daouzek maen, hervez niver meuriadoù mibien Jakob, a oa bet disklêriet dezhañ komz an AOTROU o lavarout: Israel a vo da anv.
S. Jakes 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d’an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jakes, servicher Doue hag an Aotrou Jesus‐Christ, d’an daouzec tribu a zo disperset, salud! |
Hag Elia a gemeras daouzek maen, hervez niver meuriadoù mibien Jakob, a oa bet disklêriet dezhañ komz an AOTROU o lavarout: Israel a vo da anv.
Kinnig a rejont, evit an dedi eus an ti Doue-mañ, kant kole, daou c'hant tourz, pevar c'hant oan, hag evel aberzh-dic'haouiñ evit holl Israel, daouzek bouc'h, hervez niver meuriadoù Israel.
Haman a lavaras d'ar roue Asueruz: Bez' ez eus ur bobl, stlabezet e-touez ar pobloù dre holl broviñsoù da rouantelezh, en em zalc'h a-du gant lezennoù disheñvel diouzh re an holl bobloù, ha ne viront ket lezennoù ar roue. N'eo ket dereat d'ar roue o lezel evel-se.
Moizez a skrivas holl gomzoù an AOTROU , hag e tihunas beure-mat da sevel un aoter e traoñ ar menez ha daouzek peul evit daouzek meuriad Israel.
Ar vein a vo, hervez anvioù mibien Israel, daouzek anezho, hervez o anvioù. Engravet e vint evel sielloù, pep hini hervez e anv evit an daouzek meuriad.
Ar vein a oa, hervez anvioù mibien Israel, daouzek anezho, hervez o anvioù. Engravet e oant evel sielloù, pep hini hervez e anv evit an daouzek meuriad.
Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo o stlabezet e-touez ar broadoù, hag o strewet e meur a vro.
hag ho stlabezin e-touez ar broadoù hag e tennin ar c’hleze war ho lerc’h. Ho pro a vo dismantret hag ho kêrioù didud.
Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
Ha n’eo ket mab ar c’halvez? Ha n’eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n’int ket e vreudeur?
Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez penaos, c’hwi hag hoc’h eus va heuliet, en eil c’hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c’hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
evit ma tebrot ha ma’c’h evot ouzh va zaol em rouantelezh. Bez’ e viot azezet war dronioù o varn daouzek meuriad Israel.
Mar servij unan bennak ac’hanon, ra zeuio war va lerc’h, hag e-lec’h ma’z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac’hanon, an Tad a enoro anezhañ.
Neuze ar Yuzevien a lavaras etrezo: Pelec’h ez aio na c’hellimp ket kavout anezhañ? Ha mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C’hresianed ha kelenn a raio ar C’hresianed?
Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec’h ma chome Pêr, Jakez, Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.
Oc’h ober sin dezho gant e zorn da devel, e kontas dezho penaos en doa an Aotrou e zegaset er-maez eus ar prizon, hag e lavaras: Roit da anavezout kement-mañ da Jakez ha d’ar vreudeur. Hag ez eas er-maez etrezek ul lec’h all.
Goude m’o doe paouezet da gomz, Jakez a gemeras ar gomz hag a lavaras: Tud breudeur, selaouit ac’hanon.
Rak e pep kêr, abaoe kalz a rummadoù, ez eus tud a brezeg Moizez, pa’z eo lennet pep sabad er sinagogennoù.
Kement-mañ a skrivjont drezo: An ebestel, an henaourien hag ar vreudeur, d’ar vreudeur a-douez ar baganed a zo en Antioch, e Siria hag e Kilisia: Salud!
Bez’ e oa e Jeruzalem Yuzevien, tud a zouje Doue, eus an holl vroadoù a zo dindan an neñv.
An deiz war-lerc’h, Paol a yeas ganeomp da di Jakez; an holl henaourien a zastumas eno.
hag a c’hortoz he sevenidigezh hon daouzek meuriad, oc’h azeuliñ dalc’hmat noz-deiz. Diwar-benn an esperañs-se, roue Agrippa, ez on tamallet gant ar Yuzevien.
Saol a roas e asant d’ar marv-se. Bez’ e voe en deiz-se un heskinadeg vras a-enep Iliz Jeruzalem. Hag e voent holl stlabezet, nemet an ebestel, dre vroioù Judea ha Samaria.
Rak a-raok ma oa deuet hiniennoù a-berzh Jakez, e tebre gant ar baganed. Met adalek ma oant erruet, en em dennas ha en em zalc’has pell diganto o kaout aon rak an amdroc’hidi.
ha pa anavezjont ar c’hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma’z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc’hidi.
An AOTROU a stlabezo ac'hanout e-touez an holl bobloù, adalek penn an douar betek dibenn an douar, hag e serviji eno doueoù all na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, koad ha maen.
neuze an AOTROU da Zoue a zegaso da re zalc'het en-dro hag en devo truez ouzhit, hag e tastumo ac'hanout a-nevez diouzh an holl bobloù en devo da stlabezet en o zouez.
An AOTROU a stlabezo ac'hanoc'h e-touez ar broadoù, ha ne vanot nemet un niver bihan e-touez ar pobloù e-lec'h ma kaso an AOTROU ac’hanoc’h.
Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d’an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d’an eskibien ha d’an diagoned:
Hast buan, dont a-raok ar goañv. Eubuluz, Pudens, Linuz, Klaodia hag an holl vreudeur a salud ac’hanout.
Paol, servijer Doue hag abostol Jezuz-Krist evit feiz ar re zibabet gant Doue hag evit anaoudegezh ar wirionez a zo hervez doujañs-Doue,
Pêr, abostol Jezuz-Krist, d’ar re zibabet a vev evel diavaezidi stlabezet er Pont, e Galatia, e Kapadokia, en Azia hag e Bitinia,
Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d’ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist:
Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakez, d’ar re a zo bet galvet e Doue an Tad, a zo bet santelaet hag a zo bet miret evit Jezuz-Krist:
Hag e klevis an niver eus ar re a oa bet merket, kant pevar mil ha daou-ugent a zo bet merket gant ar siell a-douez holl veuriadoù mibien Israel: