Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 26:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 hag ho stlabezin e-touez ar broadoù hag e tennin ar c’hleze war ho lerc’h. Ho pro a vo dismantret hag ho kêrioù didud.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 26:33
34 Referencias Cruzadas  

P'o devo pec'het a-enep dit, rak n'eus den ha na bec'h ket, hag e vi fuloret a-enep dezho, hag e roi anezho d'o enebourien, hag e vint harluet d'ur vro enebour bell pe dost gant ar re o devo o c'hemeret,


Deviñ a reas ti an AOTROU, ti ar roue hag holl diez Jeruzalem. An holl diez bras a voe devet dre an tan.


Met mar distroit, mar dilezit va reolennoù ha va gourc'hemennoù am eus lakaet dirazoc'h, ha mard it da servijañ doueoù all ha da stouiñ dirazo,


Hag e lavarjont din: Ar restad o vezañ achapet eus an harlu a zo aze er proviñs, en ur reuzeudigezh bras hag en dismegañs; mogerioù Jeruzalem a zo diskaret hag he dorojoù a zo bet devet dre an tan.


Az pez soñj, me az ped, eus ar gomz ac'h eus roet da Voizez da servijer o lavarout: Ober a reot pec'hedoù, ha me ho stlabezo e-touez ar broadoù,


Haman a lavaras d'ar roue Asueruz: Bez' ez eus ur bobl, stlabezet e-touez ar pobloù dre holl broviñsoù da rouantelezh, en em zalc'h a-du gant lezennoù disheñvel diouzh re an holl bobloù, ha ne viront ket lezennoù ar roue. N'eo ket dereat d'ar roue o lezel evel-se.


lakaat o lignez da gouezhañ etre ar broadoù, o stlabezañ en holl vroioù.


Lakaet ec'h eus ac'hanomp da gilañ dirak an enebour, hag ar re hor c'hasa o deus tapet o freizh.


Hor roet ec'h eus evel an deñved a zebrer, hor stlabezet ec'h eus e-touez ar broadoù.


Ho pro a zo glac'haret, ho kêrioù a zo kuzumet gant an tan. Emañ diavaezidi o plaouiañ war ho touaroù dindan ho taoulagad, pep tra a zo glac'haret evel goude un distruj graet gant diavaezidi.


Hag e lavaris: Betek pegeit, Aotrou? Hag e respontas: Betek ma vo ar c'hêrioù glac'haret ha diannez, an tiez didud, an douar glac'haret penn-da-benn,


Setu perak e stlabezin anezho evel ar plouz kaset kuit dre avel ar gouelec'h.


Hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, en abeg da Vanase mab Ezekiaz roue Juda, evit ar pezh en deus graet e Jeruzalem.


Broadoù, selaouit komz an AOTROU, he c'hemennit d'an inizi pell, lavarit: An hini en deus stlabezet Israel en dastumo hag en diwallo evel ur mêsaer e dropell.


Al leon a bign er-maez eus e doull, distrujer ar broadoù a zo o kerzhout, deuet eo kuit eus e lec'h, evit ober eus da vro ur glac'har. Da gêrioù a vo distrujet, ha ne vo den o chom enno.


Hag e lakain da baouez e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, rak ar vro a vo gwastet.


Ar marv a vo gwelloc'h eget ar vuhez evit an holl re a vano eus ar ouenn fall-se, a vano en holl lec'hioù ma em bo o c'haset, eme AOTROU an armeoù.


O stlabezañ a rin e-touez ar broadoù n'o deus ket anavezet, nag int nag o zadoù, hag e kasin war o lerc'h ar c'hleze, betek ma em bo kuzumet anezho.


Penaos ez eo azezet hec'h-unan ar gêr ken poblet! An hini a oa bras e-touez ar broadoù a zo evel un intañvez. An hini a oa un itron e-touez ar proviñsoù a zo deuet un druajadez.


Juda a zo bet harluet, er glac'har eo hag en ur sklavelezh bras. Emañ o chom e-touez ar broadoù ha ne gav diskuizh ebet. E holl heskinerien o deus e dapet en enkrez.


Youc'hal a raed dezho: En em dennit! Dic'hlan! En em dennit, en em dennit! Na stokit ket! War dec'h, e oant o kerzhout amañ hag ahont, hag e veze lavaret e-touez ar broadoù: N'o devo ken chomlec'h ebet.


Dremm an AOTROU he deus o stlabezet, ne sello ken outo. N'o deus ket doujet an aberzhourien, n'o deus ket bet truez ouzh ar re gozh.


Ar c'hêrioù poblet a vo gwastet hag ar vro a vo glac'haret, hag e ouiot ez on me an AOTROU.


Savet em eus va dorn dirazo er gouelec'h, evit o stlabezañ e-touez ar broadoù hag o strewiñ e meur a vro,


Da stlabezañ a rin e-touez ar broadoù, da strewiñ a rin e meur a vro, hag e tilamin da saotradur diouzhit.


Un drederenn a zevi en tan e kreiz kêr, pa vo peursevenet deizioù ar seziz; un drederenn a skoi gant ar c'hleze tro-dro dezhi; an drederenn diwezhañ a stlabezi en avel, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.


Rak setu ez int aet kuit en abeg d'an distruj. An Ejipt o dastumo, Memfiz o sebelio. Al linad a berc'henno o zraoù prizius en arc'hant, ar spern a gresko en o zeltennoù.


pa vefent kaset en harlu dirak o enebourien, e c'hourc'hemennin d'ar c'hleze o lazhañ, hag e lakain va daoulagad warno evit ober droug dezho ha nann mad.


O c'haset em eus kuit dre ar gorventenn etrezek an holl vroadoù n'anavezent ket, ha war o lerc'h eo bet gwastet ar vro, hep tremeniri ken, hag ar vro a zudi-se a zo deuet da vezañ ur glac'har.


Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.


An AOTROU a stlabezo ac'hanoc'h e-touez ar broadoù, ha ne vanot nemet un niver bihan e-touez ar pobloù e-lec'h ma kaso an AOTROU ac’hanoc’h.


Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d’an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos