Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Adlezenn 30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 30 Bennozh pe mallozh. Buhez pe marv

1 Pa c'hoarvezo an holl draoù-se am eus diskouezet dit, ar vennozh hag ar vallozh, ha pa soñji enno ez kalon e-touez an holl bobloù e-lec'h m'en devo kaset ac'hanout an AOTROU da Zoue,

2 ma tistroi d'an AOTROU da Zoue ha ma senti ouzh e vouezh e kement tra a c'hourc'hemennan dit hiziv, te ha da vibien, eus da holl galon hag eus da holl ene,

3 neuze an AOTROU da Zoue a zegaso da re zalc'het en-dro hag en devo truez ouzhit, hag e tastumo ac'hanout a-nevez diouzh an holl bobloù en devo da stlabezet en o zouez.

4 Pa vefes kaset e penn pellañ an neñvoù, ac'hane e tastumo ac'hanout an AOTROU da Zoue, hag ac'hane e tenno ac'hanout.

5 An AOTROU da Zoue a zereno ac'hanout d'ar vro a oa da'z tadoù, hag e perc'henni anezhi; ober a raio vad dit, hag e kresko ac'hanout muioc'h eget da dadoù.

6 An AOTROU da Zoue a amdroc'ho da galon ha kalon da lignez, hag e kari an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene, evit ma vevi.

7 An AOTROU da Zoue a lakaio an holl vallozhioù-se war da enebourien ha war ar re o devo da gasaaet ha da heskinet.

8 Te a zistroio hag a sento ouzh mouezh an AOTROU, hag e ri diouzh an holl c'hourc'hemennoù a gemennan dit hiziv.

9 An AOTROU da Zoue a raio dit kreskiñ e madoù, e kement a ri gant da zaouarn, e frouezh da gof, e frouezh da loened, e frouezh da zouar, rak an AOTROU en devo a-nevez plijadur oc'h ober vad dit, evel m'en deus bet plijadur gant da dadoù,

10 pa senti ouzh mouezh an AOTROU da Zoue, o virout e c'hourc'hemennoù hag e reolennoù skrivet e levr al lezenn-mañ, pa zistroi d'an AOTROU da Zoue eus da holl galon hag eus da holl ene.

11 Ar gourc'hemenn a gemennan dit hiziv n'eo ket dreistdiraez na re bell evidout.

12 N'emañ ket en neñvoù, evit ma lavari: Piv a bigno d'an neñv d'e zegas deomp ha d'e reiñ deomp da glevout, evit ma raimp dioutañ?

13 N'emañ ket e tu all d'ar mor, evit ma lavari: Piv a dremeno d'an tu all d'ar mor d'e zegas deomp ha d'e reiñ deomp da glevout, evit ma raimp dioutañ?

14 Met ar gomz a zo tost dit, ez kenoù hag ez kalon, evit ma c'helli ober dioutañ.

15 Setu, lakaet em eus dirazout hiziv ar vuhez hag ar mad, ar marv hag an droug.

16 Gourc'hemenn a ran dit hiziv karout an AOTROU da Zoue, kerzhout en e hentoù, mirout e c'hourc'hemennoù, e reolennoù hag e varnedigezhioù, evit ma vevi ha ma kreski, hag e vennigo ac'hanout an AOTROU da Zoue er vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennañ.

17 Met mar distro da galon, ma ne sentez ket, ma en em lezez bountañ da stouiñ dirak doueoù all ha d'o servijañ,

18 me a zisklêr deoc'h hiziv penaos ez eot da goll a-dra-sur, ha ne hiraiot ket ho teizioù er vro emaoc'h o vont da berc'hennañ en tu all d'ar Jordan.

19 Kemer a ran hiziv an neñvoù hag an douar da dest en hoc'h enep, penaos em eus lakaet dirazout ar vuhez hag ar marv, ar vennozh hag ar vallozh. Dibab ar vuhez evit ma vevot, te ha da lignez,

20 evit karout an AOTROU da Zoue, evit sentiñ ouzh e vouezh, evit en em stagañ outañ, rak eñ eo da vuhez, hag eñ a hiraio da zeizioù hag e c'helli chom er vro en deus touet an AOTROU reiñ d'ho tadoù, da Abraham, da Izaak ha da Jakob.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos