Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Adlezenn 30:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Setu, lakaet em eus dirazout hiziv ar vuhez hag ar mad, ar marv hag an droug.

Ver Capítulo Copiar




Adlezenn 30:15
18 Referencias Cruzadas  

met, eus gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug ne c'helli ket debriñ diouti, rak an deiz ma tebri diouti e varvi a-dra-sur.


E gwenodenn an den reizh emañ ar vuhez, hag e hent ne gas ket d'ar marv.


Mar fell deoc'h sentiñ a-youl-vat, e tebrot an traoù gwellañ eus ar vro,


Lavarout a ri d'ar bobl-mañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e lakaan dirazoc'h hent ar vuhez hag hent ar marv.


Henn disklêriet em eus deoc'h hiziv, met ne selaouit ket mouezh an AOTROU ho Toue, nag hini ebet eus an holl c'herioù en deus roet din, evit m'o lavarfen deoc'h.


Disklêriet en deus dit, o den, ar pezh a zo mat, hag ar pezh a c'houlenn an AOTROU diganit, nemet ober ar pezh a zo reizh, karout an drugarez, ha kerzhout izelek gant da Zoue.


An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet, met an hini na gredo ket a vo kondaonet.


Rak kement en deus Doue karet ar bed m’en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m’en devo ar vuhez peurbadus.


Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h ne servij da netra, nag an diamdroc’h, met ar feiz o labourat dre ar garantez.


Setu, e lakaan dirazoc'h hiziv ar vennozh hag ar vallozh,


Pa c'hoarvezo an holl draoù-se am eus diskouezet dit, ar vennozh hag ar vallozh, ha pa soñji enno ez kalon e-touez an holl bobloù e-lec'h m'en devo kaset ac'hanout an AOTROU da Zoue,


Met ar gomz a zo tost dit, ez kenoù hag ez kalon, evit ma c'helli ober dioutañ.


Kemer a ran hiziv an neñvoù hag an douar da dest en hoc'h enep, penaos em eus lakaet dirazout ar vuhez hag ar marv, ar vennozh hag ar vallozh. Dibab ar vuhez evit ma vevot, te ha da lignez,


Rak n'int ket komzoù didalvez evidoc'h, met ho puhez eo; dre ar c'homzoù-mañ ec'h hiraiot ho teizioù er vro ma'z eot da berc'hennañ, o tremen ar Jordan.


Ha kement-mañ eo e c’hourc’hemenn: ma kredimp en anv e Vab Jezuz-Krist ha ma en em garimp an eil egile, evel m’en deus gourc’hemennet deomp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos