Adlezenn 30:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned1 Pa c'hoarvezo an holl draoù-se am eus diskouezet dit, ar vennozh hag ar vallozh, ha pa soñji enno ez kalon e-touez an holl bobloù e-lec'h m'en devo kaset ac'hanout an AOTROU da Zoue, Ver Capítulo |
Ho re hag a vo en em dennet o devo soñj ac'hanon e-touez ar broadoù ma vint dalc'het enno, dre ma em bo rannet o c'halon avoultr a zo en em zistroet diouzhin, kenkoulz hag o daoulagad avoultr a zo aet war-lerc'h o idoloù. Heug o devo outo o-unan en abeg d'an droug o devo graet hag en abeg d'o holl euzhusterioù.