Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 19:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez penaos, c’hwi hag hoc’h eus va heuliet, en eil c’hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c’hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

28 Ha Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez e lavaran deoc’h, penaos c’houi, pere hoc’h euz va heuliet, en eil c’hanedigez, pa azezo Mab an den var dron he c’hloar, e veot ive azezet var daouzec tron, o varna an daouzec tribu a Israel.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

28 Jesus e laras dehai: E guirioné m’él lare doh: penaus hui peré e zou deid arh me lerh, pe zei en eil ganedigueah, a pe vou Mab en Den azéet arh er gadoér é vrastæd, hui e vou azéet ehué arh deuzec gadoér, ha hui e varnou en neuzêc tribu Israël.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 19:28
35 Referencias Cruzadas  

Hag Elia a gemeras daouzek maen, hervez niver meuriadoù mibien Jakob, a oa bet disklêriet dezhañ komz an AOTROU o lavarout: Israel a vo da anv.


Bez' e oa ivez eno daouzek leon war ar c'hwec'h derez, a bep tu. Netra heñvel ne oa bet graet e rouantelezh ebet.


Kinnig a rejont, evit an dedi eus an ti Doue-mañ, kant kole, daou c'hant tourz, pevar c'hant oan, hag evel aberzh-dic'haouiñ evit holl Israel, daouzek bouc'h, hervez niver meuriadoù Israel.


Neuze e teujont da Elim, e-lec'h ma oa daouzek mammenn-dour ha dek ha tri-ugent palmezenn, hag e kampjont eno e-kichen an dour.


Moizez a skrivas holl gomzoù an AOTROU , hag e tihunas beure-mat da sevel un aoter e traoñ ar menez ha daouzek peul evit daouzek meuriad Israel.


Ar vein a vo, hervez anvioù mibien Israel, daouzek anezho, hervez o anvioù. Engravet e vint evel sielloù, pep hini hervez e anv evit an daouzek meuriad.


Setu, emaon o krouiñ neñvoù nevez hag un douar nevez, ha ne vo ken soñj eus an traoù tremenet, ne zistroint ken en eñvor.


Rak evel ma pado dirazon an neñvoù nevez hag an douar nevez emaon o krouiñ, eme an AOTROU, evel-se e pado ho lignez hag hoc'h anv.


Kemer a ri flour bleud hag e poazhi gantañ daouzek gwastell; pep gwastell a vo a ziv dekvedenn.


Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.


Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet, petra a vo evidomp?


Eñ a lavaras dezhi: Petra a fell dit? Hi a lavaras dezhañ: Gourc’hemenn ma vo va daou vab a zo amañ, azezet ez rouantelezh unan a-zehou hag egile a-gleiz dit.


Pa zeuio Mab an den en e c’hloar, gant an holl aeled santel, ec’h azezo war dron e c’hloar.


Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.


Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.


Int a lavaras dezhañ: Ro deomp da vezañ azezet e-barzh da c’hloar unan a-zehou hag egile a-gleiz dit.


a dle an neñv degemer betek amzer adsavidigezh an holl draoù, en deus Doue komzet diwar he fenn dre c’henoù e holl brofeded santel abaoe pell amzer.


mar gouzañvomp gantañ, e renimp ivez gantañ; mar nac’homp anezhañ, e nac’ho ivez ac’hanomp;


Bremañ kemerit daouzek den eus meuriadoù Israel, un den eus pep meuriad,


Met hervez e bromesa, e c’hortozomp neñvoù nevez hag un douar nevez e-lec’h ma chomo ar reizhder.


Ar pevar henaour warn-ugent azezet war o zronioù dirak Doue a gouezhas war o dremm hag a azeulas Doue,


Ur sin bras a voe gwelet en neñv: ur wreg gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha war he fenn ur gurunenn a zaouzek steredenn.


Gwelout a ris tronioù; d’ar re a azezas warno e voe roet galloud da varn. Gwelout a ris eneoù ar re a voe bet dibennet evit testeni Jezuz hag evit ger Doue, ar re n’o doa ket azeulet al loen nag e skeudenn ha n’o doa ket degemeret e verk war o zalioù ha war o daouarn. Hag e vevjont hag e renjont gant Krist e-pad mil bloavezh.


An hini a oa azezet war an tron a lavaras: Setu, e ran an holl draoù nevez. Hag e lavaras din: Skriv, rak ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion.


E-kreiz al leurgêr ha war daou gostez ar stêr edo ar wezenn a vuhez a zouge daouzek frouezhenn hag a roe he frouezh bep miz. Delioù ar wezenn a oa evit yac’haat ar broadoù.


Ne vo ken a noz, n’o devo ken ezhomm eus lamp nag eus sklêrijenn an heol, rak an Aotrou Doue o sklêrijenno. Int a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron.


En-dro d’an tron e oa pevar dron warn-ugent, hag e welis war an tronioù-se pevar henaour warn-ugent azezet, gwisket gant dilhad gwenn, gant kurunennoù aour war o fennoù.


Hag e klevis an niver eus ar re a oa bet merket, kant pevar mil ha daou-ugent a zo bet merket gant ar siell a-douez holl veuriadoù mibien Israel:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos