Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 1:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Va breudeur, sellit evel ul levenez vras an temptadurioù a bep seurt en em gav ganeoc’h,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Breudeur, kemerit evel eur sujet a joa vraz an tentationou a c’hoarvez ganeoc’h,

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 1:2
21 Referencias Cruzadas  

Int eta en em dennas a-zirak ar sanedrin, leuniet a levenez da vezañ bet kavet dellezek da c’houzañv dismegañs evit e anv.


N’eo ket e kement-se hepken, met e kavomp gloar ivez er glac’haroù, o c’houzout penaos ar glac’har a zegas an dalc’husted,


rak roet en deus deoc’h ar c’hras, abalamour da Grist, nann hepken da grediñ ennañ met c’hoazh da c’houzañv evitañ,


Ha zoken ma’z on skuilhet war an aberzh hag ar servij eus ho feiz, em eus levenez a gement-se, hag en em laouenaan ganeoc’h holl.


C’hwi evel-se, en em laouenait ivez, hag en em laouenait ganin.


En em laouenaat a ran bremañ em poanioù evidoc’h, hag e peurechuan em c’hig da c’houzañv an dilerc’h eus poanioù Krist evit e gorf hag a zo an Iliz,


Rak bet hoc’h eus truez ouzh va ereoù hag asantet hoc’h eus gant levenez e vije dilamet diganeoc’h ho madoù, o c’houzout penaos ez eus evidoc’h en neñvoù madoù gwelloc’h ha peurbadus.


Eürus an den a c’houzañv an temptadur, rak goude bezañ bet amprouet, e resevo ar gurunenn a vuhez en deus an Aotrou prometet d’ar re a gar anezhañ.


Va breudeur karet-mat, na vezit ket tromplet,


Evel-se va breudeur karet-mat, ra vo pep den buan da selaou, gorrek da gomz, gorrek da gounnariñ,


Setu, e tisklêriomp benniget ar re o deus gouzañvet gant dalc’hidigezh. Klevet hoc’h eus komz diwar-benn pasianted Job, ha ec’h anavezit an diwezh en deus roet an Aotrou dezhañ, rak an Aotrou a zo leun a drugarez hag a druez.


an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc’hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,


Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos