Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a bad da viken hag e benn a sav gant gloar.
Mazhev 6:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac’hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit resev gloar digant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag‐se pa ri aluzen, na laka ket sôn an drompil en da raog, evel ma ra an hipocrited er sinagogou hag er ruiou, evit beza meulet gant an dud. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receô a reont ho recompans. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Rac‐cé pe rehét alæzon ne laquet quet er binieu de zôn en hou raug, él me ra en dud lan a gueùïér, ér synagogueu hag ér henteu, aveid bout meûled gued en dud. E guirioné e laran d’oh, digueméret ind dès hou gôbr. |
Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a bad da viken hag e benn a sav gant gloar.
An hini en deus truez ouzh ar paour a brest d'an AOTROU, hag eñ a rento dezhañ e vadober.
Ro ul lodenn anezhañ da seizh ha da eizh zoken, rak n'ouzout ket peseurt droug a zeuio war an douar.
Kas a rin anezhi a-enep ur vroad pilpous, hag e roin dezhi ur garg a-enep pobl va c'hounnar, evit skrapat, evit preizhata, evit mac'hañ anezho evel fank ar straedoù.
rann da vara gant an naoneg, degemer ez ti an ezhommeien o kantreal, gwisk an den a welez en noazh, n'en em guzh ket ouzh da nesañ.
Rak an drougiezh a zev evel un tan a lonk drez ha spern, deviñ a raio al lec'hioù stankañ eus ar c'hoadoù, ma sav kolonennoù moged.
Kemer ar shofar! Dont a ra evel un erer war di an AOTROU, rak o deus torret va emglev hag o deus pec'het a-enep va lezenn.
ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c’hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c’hellit ket anavezout sinoù an amzerioù!
Met Jezuz, oc’h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon, pilpouzed?
O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad,
hag e tispenno anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed. Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Rak, me a lavar deoc’h e gwirionez, betek ma tremeno an neñv hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn un iota pe ur poentig a lizherenn, ken na vo peurc’hraet holl.
Pa yunit, na gemerit ket ur min trist evel ar bilpouzed, rak e tispennont o dremm evit diskouez d’an dud e yunont. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.
Pa bedez, na ra ket evel ar bilpouzed, rak e karont pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.
Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur.
Eñ a respontas dezho: Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, hervez ar pezh a zo skrivet: Ar bobl-mañ a enor ac’hanon gant o muzelloù, met o c’halon a zo pell diouzhin.
Gwalleur deoc’h, farizianed! Abalamour ma karit ar c’hadorioù kentañ er sinagogennoù ha bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù.
Gwerzhit ar pezh hoc’h eus hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc’hier deoc’h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec’h al laer ne dosta ket hag e-pelec’h ar preñv ne zistruj ket.
Pilpouzed, anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n’anavezit ket an amzer-mañ?
Neuze an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouz, pep hini ac’hanoc’h ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c’hraou d’an deiz sabad ha ne gas ket anezhañ d’an dour?
Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù, a gar ar c’hadorioù kentañ er sinagogennoù hag ar plasoù kentañ er festoù,
Pe penaos e c’hellez lavarout da’z preur: Breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust en da hini? Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur.
Hiniennoù a soñjas penaos, evel ma oa ar yalc’h gant Judaz, e lavare Jezuz dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel, pe da reiñ un dra bennak d’ar beorien.
Penaos e c’hellit krediñ, c’hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile ha na glask ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?
An hini a gomz anezhañ e-unan a glask e c’hloar e-unan, met an hini a glask gloar an hini en deus e gaset, a zo gwirion, ha n’eus ket a zireizhder ennañ.
Deol e oa hag a zoujañs Doue, eñ hag e holl diegezh. Ober a rae kalz a aluzenoù d’ar bobl hag e pede Doue dalc’hmat.
hag a lavaras: Korneli, da bedenn a zo bet selaouet ha Doue en deus bet soñj eus da aluzenoù.
O sellout pizh outañ ha gwall spouronet, e lavaras: Petra’ zo, Aotrou? Hag e lavaras dezhañ: Da bedennoù ha da aluzenoù a zo pignet evel un eñvoradur dirak Doue.
An diskibien a zivizas kas, pep hini hervez e c’halloud, ur sikour d’ar vreudeur a chome e Judea.
Bez’ e oa e Jope un diskiblez anvet Tabita, da lavarout eo Dorkaz. Ober a rae kalz a oberoù mat hag a aluzenoù.
pe an hini a ali, ra en em stago ouzh an ali; pe an hini a ro aluzenoù, ra raio anezho gant eeunder; pe an hini a ren, ra raio gant evezh; pe an hini a ra oberoù a drugarez, ra raio anezho gant levenez.
Pa ginnigfen va holl vadoù, pa rofen va c’horf evit bezañ devet, ma ne’m eus ket ar garantez, kement-se ne servij din da netra.
An hini a laere ra ne laero ket ken, met ra labouro kentoc’h gant e zaouarn da un dra vat bennak, evit m’en devo peadra da reiñ d’an hini a zo en ezhomm.
N’hon eus ket klasket ar gloar a zeu eus an dud, nag en ho touez nag e-touez reoù all ebet, petra bennak ma c’hellemp pouezañ warnoc’h gant galloud evel ebestel Krist,
Rak, va breur, da garantez he deus roet deomp ul levenez vras hag ur frealz mat, dre ma ec’h eus laouenaet kalonoù ar sent.
Ha n’ankounac’hait ober vad ha reiñ lod eus ho madoù, rak Doue a gemer plijadur en un hevelep aberzh.
Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.
Saül a lavaras: Pec'het em eus, met bremañ mar plij, ro enor din dirak henaourien va fobl ha dirak Israel; distro ganin, hag e stouin dirak an AOTROU da Zoue.