Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -


Sant Lucas 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 13 Ho pet keuz

1 En amzer-se, hiniennoù eus an dud en em gave eno a lavaras dezhañ ar pezh a oa c’hoarvezet da C’halileiz en doa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoù.

2 Jezuz, o respont, a lavaras dezho: Ha krediñ a rit e oa ar C’halileiz-se brasoc’h pec’herien eget an holl C’halileiz all, abalamour m’o deus gouzañvet kement-se?

3 Nann a lavaran deoc’h, met ma n’hoc’h eus ket keuz, e varvot holl evelto.

4 Pe krediñ a rit an triwec’h den a gouezhas tour Siloa warno, o lazhañ anezho, a oa brasoc’h pec’herien eget holl dud Jeruzalem?

5 Nann a lavaran deoc’h, met ma n’hoc’h eus ket keuz, e varvot holl evelto.


Parabolenn ar wezenn-fiez

6 Lavarout a reas ar barabolenn-mañ: Un den en doa ur wezenn-fiez plantet en e winieg. Dont a reas da glask frouezh enni ha ne gavas ket.

7 Hag e lavaras d’ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mañ ha ne gavan ket. Troc’h anezhi. Perak e talc’h lec’h en aner en douar?

8 Respont a reas dezhañ: Aotrou, lez anezhi c’hoazh ar bloaz-mañ, betek ma em bo toullet en-dro dezhi ha ma em bo lakaet teil ganti.

9 Marteze e tougo frouezh, ha ma ne ra ket e troc’hi anezhi goude.


Jezuz a yac’ha ur wreg daoubleget

10 Edo o kelenne en unan eus ar sinagogennoù d’an deiz sabad.

11 Ha setu, en em gavas eno ur wreg dalc’het gant ur spered he c’hlañvae triwec’h vloaz a oa. Daoubleget e oa en hevelep doare ma ne c’helle tamm ebet en em eeunañ.

12 Pa welas anezhi, Jezuz he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac’haet out eus da gleñved.

13 Eñ a lakaas e zaouarn warni. Kerkent en em eeunas hag e roas gloar da Zoue.

14 Met penn ar sinagogenn, droug ennañ eus m’en doa Jezuz yac’haet d’un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d’ar bobl: C’hwec’h devezh a zo evit labourat, deuit eta en deizioù-se evit bezañ yac’haet, ha nann d’an deiz sabad.

15 Neuze an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouz, pep hini ac’hanoc’h ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c’hraou d’an deiz sabad ha ne gas ket anezhañ d’an dour?

16 Daoust ha ne oa ket dereat d’an deiz sabad distagañ eus he chadenn ar verc’h-mañ da Abraham, a oa dalc’het ereet gant Satan abaoe triwec’h bloaz?

17 Evel ma komze evel-se, e holl enebourien a voe mezhek hag an holl bobl en em laouenae eus an holl draoù glorius a rae.


Ar c’hreunenn sezo

18 Lavarout a reas: Ouzh petra eo heñvel rouantelezh Doue? Ouzh petra e hañvalin anezhi?

19 Heñvel eo ouzh ur c’hreunenn sezo a gemer un den hag a laka en e liorzh. Hag e kresk, e teu da vezañ ur wezenn vras hag e teu laboused an neñv da chom en he brankoù.


Ar goell

20 Lavarout a reas c’hoazh: Ouzh petra e hañvalin rouantelezh Doue?

21 Heñvel eo ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton bleud, betek ma vo an toaz goet holl.


An nor strizh

22 Mont a rae dre ar c’hêrioù ha dre ar bourc’hioù, o kelenn hag o terc’hel da vont etrezek Jeruzalem.

23 Unan bennak a lavaras dezhañ: Aotrou, ha ne vo salvet nemet nebeut a dud? Eñ a lavaras dezho:

24 Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh. Rak, me a lavar deoc’h, kalz a glasko mont e-barzh ha ne c’hellint ket.

25 Pa vo savet mestr an ti ha p’en devo prennet an nor, ha p’en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc’h: N’ouzon ket a-belec’h ez oc’h.

26 Neuze en em lakaot da lavarout: Ni hon eus debret hag evet ganit, ha te ac’h eus kelennet en hor straedoù.

27 Eñ a responto: Me a lavar deoc’h, n’ouzon ket a-belec’h ez oc’h, en em dennit diouzhin, c’hwi holl micherourien a zireizhder.

28 Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c’hwi taolet er-maez.

29 Tud a zeuio eus ar sav-heol hag eus ar c’huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c’hreisteiz, hag a vo ouzh taol e rouantelezh Doue.

30 Ha setu, ez eus re ziwezhañ hag a vo ar re gentañ, hag ez eus re gentañ hag a vo ar re ziwezhañ.


Jezuz oc’h hirvoudiñ diwar-benn Jeruzalem

31 En deiz-se, e teuas d’e gavout hiniennoù eus ar farizianed, o lavarout dezhañ: En em denn ac’hann ha kae kuit, rak Herodez a fell dezhañ da lazhañ.

32 Eñ a lavaras dezho: It ha lavarit d’al louarn-se: Setu, e kasan kuit an diaouled hag e kendalc’han da yac’haat hiziv ha warc’hoazh, ha d’an trede deiz e vo peurc’hraet ganin.

33 Koulskoude ret eo din kerzhout hiziv, warc’hoazh hag an deiz war-lerc’h, rak ne c’hoarvez gant profed ebet mervel er-maez eus Jeruzalem.

34 Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c’hoantaet dastum da vugale evel ma tastum ur yar he c’hlodad dindan he divaskell, ha n’eo ket bet fellet deoc’h!

35 Setu, ho ti a vo lezet deoc’h didud, met e gwirionez e lavaran deoc’h, ne’m gwelot mui, betek ma lavarot: Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou!

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos