Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mazhev 6:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Rag‐se pa ri aluzen, na laka ket sôn an drompil en da raog, evel ma ra an hipocrited er sinagogou hag er ruiou, evit beza meulet gant an dud. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receô a reont ho recompans.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac’hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit resev gloar digant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

2 Rac‐cé pe rehét alæzon ne laquet quet er binieu de zôn en hou raug, él me ra en dud lan a gueùïér, ér synagogueu hag ér henteu, aveid bout meûled gued en dud. E guirioné e laran d’oh, digueméret ind dès hou gôbr.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 6:2
56 Referencias Cruzadas  

Hipocrited! profetiset mad hen deuz Izaias divar ho pen, pa hen deuz lavaret:


Ha diouz ar mintin: Arne a vezo hirio, rag an oabl a zo tenval ha ruz. Hipocrited! c’houi a oar anaoud diouz apparans an oabl; ha na hellit‐hu ket anaoud diouz siniou an amzeriou?


Mes Jesus, oc’h anaoud ho fallagriez, a lavaraz: Hipocrited ma’z oc’h! perag e tentit‐hu ac’hanoun?


Hag ober a reont ho holl oberou evit beza gwelet gant an dud; rag ledan a reont ho phulacteriou, hag asten a reont franjou ho dillad;


karoud a reont ar plasou kenta er festou, hag ar c’hadoriou kenta er sinagogou;


hag e tispartio anezhan diouz ar re all, hag e roio dezhan he lod gant an hipocrited: eno e vezo ar gwelvan hag ar skrign‐dent.


Rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, bete ma vezo tremenet an env hag an douar, na dremeno euz al lezen eur iota hep‐ken pe eur poentic euz a eul lizeren, ken na vezo accomplisset holl.


Ha c’hoas pa iunit, na rit ket eur min trist, evel an hipocrited; rag kemer a reont eur visach strujet fall, evit diskouez d’an dud e iunont. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receo a reont ho recompans.


Mes pa rez aluzen, gra ma na ouezo ket da zorn kleiz ar pez a ra da zorn deo;


Ha pa bedi, na ra ket evel an hipocrited; rag int a gar pedi en ho za er sinagogou hag e corn ar ruiou, evit beza gwelet gant an dud. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receo a reont ho recompans.


Hipocrit! lam da genta an treust euz da lagad da‐unan, ha neuze e veli penaos lemmel ar blouzen euz a lagad da vreur.


hag a gar ar c’hadoriou kenta er sinagogou, hag ar plasou kenta er festou,


Hen a respontaz: Hipocrited ma’z oc’h! Profetiset mad hen deuz Isaias divar ho pen, pa hen deuz lavaret: Ar bobl‐man a henor ac’hanoun a vuzellou; mes ho c’halon a zo gwall bell diouzin.


Mes kentoc’h, roit en aluzen ar pez hoc’h euz, ha pep tra a vezo net evidoc’h.


Malheur deoc’h, Farizianed, pere a gar kemer ar plasou kenta er sinagogou, ha beza saludet er plasennou public.


Gwerzit ar pez hoc’h euz, ha roit‐han en aluzen; grit evidoc’h ialc’hou ha ne gossaont ket, dastumit eun tenzor en envou ha na vanko biken, euz a beleac’h ne dosta ket al laeron, hag en peleac’h ar preon ne ra droug e‐bed.


Hipocrited ma’z oc’h! gouzoud a rit anaoud diouz doare an oabl hag an douar; penaos eta ne anavezit‐hu ket an amzer‐man?


Mes an Aotrou a respontaz dezhan: Hipocrit ma’z oud, daoust ha pep hini ac’hanoc’h‐hu ne zistag ket he eujen pe he azen euz ho c’hraou, deiz ar sabbat, evit ho c’has d’an dour?


Diwallit ouz ar Scribed pere a blij dezhe pourmen gant saeou hir, hag a gar beza saludet var ar blasennou public ha kaoud ar c’hadoriou kenta er sinagogou, hag ar plasou kenta er festou;


Mes malheur deoc’h‐hu, tud pinvidic, rag recevet hoc’h euz ho consolation.


Pe c’hoas, penaos ec’h hellez‐te lavaret d’az preur: Va breur, lez ac’hanoun da denna ar blouzen a zo en da lagad, ha te ne velez ket an treust a zo en da lagad da‐unan? Hipocrit ma’z oud, tenn da genta an treust euz da lagad da‐unan, ha neuze e veli penaos tenna ar blouzen euz lagad da vreur.


Rag darn a zonje, abalamour ma oa ar ialc’h gant Judas, e lavare Jesus dezhan: Pren an traou a zo red deomp da gaoud evit ar gouel; pe: Ro eun dra‐benag d’ar beorien.


Me na recevan ket va gloar euz a‐berz an dud;


Penaos ec’h hellithu credi, pa dennit ho kloar an eil euz egile, ha na glaskit ket ar gloar a zeu euz a Zoue hep‐ken?


An hini a gomz anezhan he‐unan a glask he c’hloar he‐unan; mes an hini a glask gloar an hini hen deuz kasset anezhan, a zo dign da veza credet, ha n’euz ket a injustis enhan.


Den a religion hag a zoujans Doue e oa, hen hag he holl famill; ober a rea ive aluzennou braz d’ar bobl, hag e pede Doue heb ehan.


Corneil, da beden a zo bet selaouet, ha Doue hen deuz bet sonj euz da aluzennou.


Hag hen o sellet piz ouz an eal, hag o veza spountet holl, a lavaraz: Petra a zo, Aotrou? Hag an eal a lavaraz dezhan: Da bedennou ha da aluzennou a zo savet dirag Doue, ha bet hen deuz sonj anezhe.


Hag an diskibien a zecidaz kas eun dra‐benag, pep hini hervez he c’halloud, evit sicour ar breudeur a choume er Jude.


Hogen, goude meur a vloaz, ez oun deuet da zigas d’am nation aluzennou hag offransou.


En Joppe e oa eur vaouez diskibl, hanvet Tabitha, da lavaret eo, en grek, Dorcas, (heiezic). Hou‐man a rea kalz a œuvrou mad hag a aluzennou.


Ra zeuio an hini a zistribu an aluzennou, d’hen ober gant lealded; an hini a zo lakeat da brezidant, da ober he garg gant evez; an hini a ra œuvrou a vizericord, d’ho ober gant joa.


Ha pa rofen va holl vadou evit maga ar beorien, ha pa rofen va c’horf evit beza devet; ma n’am euz ket ar garantez, kement‐se ne zervich d’in da netra.


Dleoud a remp hep‐ken kaout sonj euz ar beorien; hag ez oun bet aketus d’hen ober.


Ra zeuio an hini a laere, da choum hep laerez mui; mes kentoc’h ra labouro gant he zaouarn da eun dra vad‐benag, evit m’hen devezo peadra da rei d’an hini a zo en dienez.


Ha n’hon euz ket klasket ar gloar a zeu euz an dud, nag en ho touez, nag e‐touez ar re all; petra‐benag ma c’hellemp, evel ebestel Jesus‐Christ, poueza gant otorite, koulskoude, ez omp bet dous en ho touez.


ma raint vad, ma vezint pinvidic en oberou mad, prest da rei, da zioueret lod euz ho danvez;


Rag, va breur, da garantez he deuz roet deomp eur joa hag eur gonsolation vraz, o veza ma ec’h euz lakeat ar joa e calonou ar zent.


Ha na ankounac’hait ket ober vad ha rei euz ho tanvez; rag ar seurt sacrifisou‐ze a blij da Zoue.


Mar deu unan‐benag da gomz, ra gomzo hervez an oraclou a Zoue; mar hen deuz unan‐benag eur garg‐benag, ra zeui d’hen ober hervez ar galloud a ro Doue dezhan, evit ma vezo Doue glorifiet en pep tra dre Jesus‐Christ, da behini eo ar gloar hag ar galloud da viken! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos