Sant Marc 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 12 Parabolenn ar winierien 1 En em lakaas da gomz outo dre barabolennoù. Un den a blantas ur winieg, a reas ur c’harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask hag a savas enni un tour. Neuze e feurmas anezhi da winierien hag ez eas en ur vro all. 2 Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg. 3 Met o vezañ kroget ennañ e kannjont anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra. 4 Kas a reas dezho c’hoazh ur servijer all, met e veinata a rejont, e c’hloazjont en e benn hag e kasjont anezhañ kuit goude bezañ graet dezhañ meur a zismegañs. 5 Kas a reas c’hoazh unan all hag a voe lazhet ganto, ha kalz a re all, kannet e oa lod ha lazhet lod all. 6 Da ziwezhañ, o kaout ur mab a gare kalz, e kasas anezhañ dezho, en ur lavarout: Doujañ a raint va mab. 7 Met ar winierien-mañ a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ hag an hêrezh a vo deomp. 8 Hag o vezañ kroget ennañ, en lazhjont hag e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg. 9 Petra eta a raio mestr ar winieg? Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all. 10 Ha n’hoc’h eus ket lennet ar gomz-mañ er Skritur: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn; 11 kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d’hon daoulagad? 12 Klask a rejont kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl. Anavezout a rejont mat en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho. Hag e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit. Ar gwir da Gezar 13 Kas a rejont dezhañ hiniennoù eus ar farizianed hag eus an herodianed, evit e dapout en e gomzoù. 14 O vezañ eta deuet d’e gavout, e lavarjont dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha ne rez van a zen ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud, met kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n’eo ket? 15 E baeañ a raimp-ni pe ne raimp ket? Met eñ, oc’h anavezout o filpouzerezh, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon? Degasit din un diner evit ma welin anezhañ. 16 Hag e tegasjont dezhañ unan. Neuze e lavaras dezho: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. 17 Ha Jezuz a respontas dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. Hag e voent souezhet bras gantañ. Diwar-benn an adsavidigezh a varv 18 Neuze ar sadukeiz, hag a lavar n’eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas d’e gavout hag a reas outañ ar goulenn-mañ: 19 Mestr, Moizez en deus gourc’hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel ha da lezel e wreg hep bugale, e vreur a zimezo d’e intañvez evit sevel ul lignez d’e vreur. 20 Bez’ e oa seizh breur. An hini kentañ o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale. 21 An eil a gemeras anezhi hag a varvas hep lezel kennebeut a vugale. Hag an trede en hevelep doare. 22 Ar seizh a gemeras anezhi ha ne lezjont ket a vugale. Ha d’an diwezhañ-holl, ar wreg a varvas ivez. 23 Neuze pa advevint, en adsavidigezh a varv, da behini anezho e vo gwreg? Rak bet eo gwreg dezho o seizh. 24 Jezuz a respontas dezho: Ha n’emaoc’h ket en dallentez, dre n’anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue? 25 Rak pa adsavor a varv, ar wazed n’o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec’h, met bez’ e vint evel aeled en neñv. 26 Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n’hoc’h eus ket lennet e levr Moizez, dirak ar vodenn, penaos Doue a gomzas outañ o lavarout: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob? 27 N’eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev. En un dallentez bras emaoc’h eta. Ar gourc’hemenn kentañ 28 Unan eus ar skribed o c’hlevas o riotal. O welout en doa respontet mat dezho, e tostaas hag e c’houlennas digantañ: Pehini eo ar c’hentañ eus an holl c’hourc’hemennoù? 29 Jezuz a respontas dezhañ: Ar c’hentañ eus an holl c’hourc’hemennoù eo: Selaou Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou hepken, 30 ha karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj, eus da holl nerzh. Hennezh eo ar c’hentañ gourc’hemenn. 31 Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. N’eus ket a c’hourc’hemennoù all brasoc’h eget ar re-mañ. 32 Ar skrib a lavaras dezhañ: Mat eo, Mestr, lavaret ec’h eus gant gwirionez n’eus nemet un Doue ha n’eus hini all ebet nemetañ, 33 ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù. 34 Jezuz, o welout en doa respontet gant furnez, a lavaras dezhañ: N’out ket pell diouzh rouantelezh Doue. Ha neuze den ne gredas mui ober goulenn ebet outañ. Mab piv eo ar C’hrist? 35 Evel ma oa Jezuz o kelenn en templ, e lavaras: Penaos e lavar ar skribed ez eo ar C’hrist Mab David? 36 Rak David a lavaras e-unan dre ar Spered-Santel: An Aotrou en deus lavaret da’m Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid. 37 David e-unan eta a c’halv anezhañ Aotrou, ha penaos eo-eñ e vab? Ha kalz a dud a selaoue anezhañ gant plijadur. 38 En ur gelenn anezho, e lavare ivez dezho: Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù, 39 a gar ar c’hadorioù kentañ er sinagogennoù hag ar plasoù kentañ er festoù, 40 a zismantr tiez an intañvezed hag a ra evit ar gweled pedennoù hir. Bez’ o devo ur varnedigezh gwashoc’h. Profadenn an Intañvez 41 Jezuz, o vezañ azezet dirak ar c’hef, a selle penaos e lakae an dud arc’hant en teñzor. Kalz a dud pinvidik a daole kalz. 42 Dont a reas un intañvez paour hag a daolas e-barzh daou bezhig, oc’h ober ur gwenneg. 43 O vezañ galvet e ziskibien, e lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus roet muioc’h eget ar re all holl o deus lakaet en teñzor, 44 rak holl o deus lakaet eus ar pezh o doa a re, met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement he doa, kement holl a oa chomet ganti evit bevañ. |