Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Pêr 4:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Mar deu unan‐benag da gomz, ra gomzo hervez an oraclou a Zoue; mar hen deuz unan‐benag eur garg‐benag, ra zeui d’hen ober hervez ar galloud a ro Doue dezhan, evit ma vezo Doue glorifiet en pep tra dre Jesus‐Christ, da behini eo ar gloar hag ar galloud da viken! Amen.

Ver Capítulo Copiar




1 Pêr 4:11
47 Referencias Cruzadas  

Da rouantelezh a zo ur rouantelezh evit an holl gantvedoù, ha da vestroniezh a bad en holl rummadoù.


D'al lezenn ha d'an testeni! Ma ne lavaront ket hervez ar gomz-se, gouloù-deiz ebet evito!


Ma vijent bet em c'huzul, o dije roet da anavezout va c'homzoù da'm fobl, hag o dije distroet anezho eus o hent fall hag eus drougiezh o oberoù.


Pegen bras eo e sinoù, ha galloudus e vurzhudoù! E ren a zo ur ren peurbadus, e c'halloud a gendalc'ho a oad da oad.


Met e diwezh an deizioù-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neñv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhañ, ha rois gloar d'an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad.


Hag e voe roet dezhañ ar vestroniezh, ar c'hloar hag ar ren, hag an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a servijas anezhañ. E vestroniezh a zo ur vestroniezh peurbadus na dremeno ket, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet.


ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.


Pa voe aet kuit, Jezuz a lavaras: Bremañ roet eo bet gloar da Vab an den ha roet eo bet gloar da Zoue ennañ.


Eñ eo an hini a oa er vodadenn el lec’h distro, gant an ael a gomze outañ war Venez Sinai, ha gant hon tadoù, hag a resevas gerioù a vuhez evit o reiñ deomp.


Rak an holl draoù a zo anezhañ ha drezañ hag evitañ. Dezhañ ra vo ar gloar da viken! Amen.


Gant ar c’hras a zo bet roet din, e lavaran da bep hini ac’hanoc’h n’en devo ket anezhañ e-unan ur meno brasoc’h eget ma’z eo ret, met m’en devo santadoù izel, hervez ar muzul a feiz en deus Doue roet da bep hini.


da Zoue, an hini fur nemetañ, ra vo ar gloar en holl gantvedoù dre Jezuz-Krist! Amen.


Bras eo e pep doare, dreist-holl dre ma’z eo bet fiziet enno diouganoù Doue.


Pe eta e tebrit, pe ec’h evit, pe e rit un dra bennak all, grit holl evit gloar Doue.


Bez’ ez eus donezonoù disheñvel, met nemet ur Spered,


Hervez gras Doue a zo bet roet din, em eus lakaet an diazez evel ur saver fur, hag unan all a vañson warnañ. Met ra eveshaio pep hini penaos e vañson warnañ.


rak dasprenet oc’h bet gant ur priz bras. Roit eta gloar da Zoue en ho korf hag en ho spered, ar re a zo da Zoue.


Rak ne falsomp ket ger Doue evel ma henn gra kalz, met e komzomp evel gant gwirionded, evel a-berzh Doue, e Krist, dirak Doue.


Reiñ a raint eta gloar da Zoue evit ar sentidigezh a ziskouezoc’h e-keñver Aviel Krist dre brouenn ar sikour-se hag evit gwirionded ho tonezon en o c’heñver hag e-keñver an holl.


ha pehini eo brasted divuzul e c’halloud a ziskouez en hor c’heñver-ni, ar re a gred, hervez oberiusted galloud e nerzh,


Ra ne zeuio ger dizonest ebet eus ho kenoù, met ra vo ho komzoù mat da skoliañ gant talvoudegezh evit ma raint vat d’ar re o c’hlevo.


Trugarekait bepred evit an holl draoù Doue an Tad, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist.


A-hend-all, va breudeur, en em greñvait en Aotrou ha dre e nerzh holl c’halloudek.


leuniet gant frouezh ar reizhder a zo dre Jezuz-Krist, evit gloar ha meuleudi Doue.


ha ma anzavo pep teod ez eo Jezuz-Krist an Aotrou e gloar Doue an Tad.


Ra vo atav ho komz leun a c’hras ha temzet gant holen, en un doare da c’houzout respont da bep hini evel ma’z eo dleet.


Met evel m’en deus Doue kavet mat fiziout ennomp an Aviel, evel-se e komzomp, nann evit plijout d’an dud, met da Zoue a amprou hor c’halonoù.


Da Roue ar c’hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


an hini a zo dezhañ hepken an divarvelezh, a chom en ur sklêrijenn dreistdiraez, ne wel ket den ha ne c’hell ket den gwelout, a zo dezhañ an enor hag ar galloud peurbadus! Amen.


Te, lavar an traoù a zo hervez ar gelennadurezh vat,


Lavar an traoù-mañ, ali, gourdrouz gant ur gwir c’halloud. Ra ne zisprizo den ac’hanout.


Ho pet soñj eus ho renerien o deus prezeget deoc’h ger Doue, eveshait ouzh disoc’h o buhez hag heuilhit o feiz.


Rak e-lec’h ma tlejec’h abaoe pell zo bezañ mistri, ezhomm hoc’h eus c’hoazh da zeskiñ ar c’hentelioù kentañ eus komzoù Doue, hag oc’h deuet da gaout ezhomm a laezh kentoc’h eget a voued kreñv.


Evel-se va breudeur karet-mat, ra vo pep den buan da selaou, gorrek da gomz, gorrek da gounnariñ,


Mar soñj unan bennak ac’hanoc’h bezañ relijius ha ne vestroni ket e deod met e trompl e galon, relijion an den-se a zo didalvez.


oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.


C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.


Ra implijo pep hini an donezon en deus resevet e servij ar re all, evel merourien vat a bep gras Doue.


Met mar gouzañv unan bennak evel kristen, ra n’en devo ket mezh ha ra roio gloar da Zoue e kement-se.


Dezhañ ra vo ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


da Zoue hor Salver emañ ennañ hepken ar furnez, ra vo gloar, meurdez, nerzh ha galloud, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos