Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 6:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Pa yunit, na gemerit ket ur min trist evel ar bilpouzed, rak e tispennont o dremm evit diskouez d’an dud e yunont. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Ha c’hoas pa iunit, na rit ket eur min trist, evel an hipocrited; rag kemer a reont eur visach strujet fall, evit diskouez d’an dud e iunont. E gwirionez hen lavaran deoc’h, receo a reont ho recompans.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

16 A pe yunehet, n’e quet ret‐oh hum ziscoein trist, él ma ra en dud lan a gueùïér, péré e zisco un tal dislihuet, eit ma huélou en dud e yunant. M’el lare d’oh, é guirioné, digueméret ou dès ou gôbr.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 6:16
25 Referencias Cruzadas  

David a bedas Doue evit ar bugel, David a yunas, hag ez eas da dremen an noz gourvezet war an douar.


E servijerien a lavaras dezhañ: Petra eta a rez? Yunet ha gouelet ec'h eus abalamour d'ar bugel pa oa c'hoazh bev, ha pa'z eo marv ar bugel e savez hag e tebrez boued?


Kerkent ha ma klevas Akab ar c'homzoù-se, e rogas e zilhad, e lakaas ur sac'h war e gorf, e yunas, e c'hourvezas paket en ur sac'h, hag e kerzhas goustadik.


Pa glevis ar c'homzoù-se, ec'h azezis da ouelañ, hag e ris kañv meur a zevezh, en ur yunañ hag en ur bediñ dirak Doue an neñvoù,


Kae, dastum an holl Yuzevien a zo e Suza, yunit evidon, na zebrit ha na evit netra e-pad tri deiz, ken en noz evel en deiz, me ha va mitizhien a yuno ivez, ha goude ez in da gavout ar roue evel-se, petra bennak ma'z eo enep al lezenn, ha ma c'hoarvez e varvin, me a varvo!


Va daoulin a vrañsell gant ar yun, va c'hig en deus kollet e lard.


Met me, pa oant klañv, me a wiske ur sac'h, me a boanie va ene gant ar yun, ha va fedenn a zistroe war va bruched.


Rak ar gred evit da di en deus va devet, ha dismegañsoù ar re a zismegañs ac'hanout a zo kouezhet warnon.


Hag e trois va dremm etrezek an Aotrou Doue, evit kinnig goulennoù ha pedennoù dezhañ gant yun, sac'h ha ludu.


Lavaret hoc'h eus: En aner eo e servijomp Doue; petra hon eus gounezet o virout e urzhioù, hag o kerzhout er glac'har dirak AOTROU an armeoù.


Lakait evezh na rafec’h hoc’h aluzen dirak an dud evit bezañ gwelet ganto, anez n’ho po ket a c’hopr digant ho Tad a zo en neñvoù.


Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac’hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit resev gloar digant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.


Pa bedez, na ra ket evel ar bilpouzed, rak e karont pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.


Diskibien Yann ha re ar farizianed a yune, hag e teujont hag e lavarjont dezhañ: A-belec’h e teu ma yun diskibien Yann ha re ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket?


Yunañ a ran div wech ar sizhun, reiñ a ran an deog eus kement am eus.


Chomet e oa intañvez, hag e oa oadet a bevar bloaz ha pevar ugent pe war-dro. N’ae ket er-maez eus an templ, o servijañ Doue noz-deiz er yunoù hag er pedennoù.


Korneli a lavaras: Pevar devezh ’zo, em eus yunet betek an eur-mañ, ha d’an navet eur, e peden em zi. Ha setu, un den gwisket gant dilhad lugernus en em ziskouezas dirazon


Goude bezañ lakaet henaourien dezho e pep Iliz ha goude bezañ pedet ha yunet, ec’h erbedjont evito an Aotrou o doa kredet ennañ.


N’en em dremenit ket an eil eus egile, nemet dre un asant graet etrezoc’h evit ur pennad, evit en em reiñ d’ar yun ha d’ar bedenn. Ha goude distroit asambles, gant aon na zeufe Satan d’ho temptañ dre ho tiouer a vestroni.


er poanioù, el labourioù, er beilhadennoù alies, en naon, er sec’hed, alies er yunoù, er yenijenn, en noazhder.


er goulioù, er prizonioù, en dispac’hioù, el labourioù, er beilhoù, er yunoù,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos