Rabshake a lavaras dezho: Hag eo davet da vestr pe davedout en deus va c'haset va mestr evit lavarout an traoù-se? Ha n'eo ket etrezek an dud a zo war ar voger, a zo o tebriñ o mon hag oc'h evañ o zroazh ganeoc'h?
nann evel an emglev am eus diazezet gant o zadoù en deiz ma em eus kemeret anezho dre an dorn hag em eus tennet anezho eus bro Ejipt, an emglev o deus torret, petra bennak ma oan bet ur pried evito, eme an AOTROU.
Hag e roin an dud o deus torret va emglev ha n'o deus ket sevenet komzoù an emglev o doa lavaret dirazon, p'o deus tremenet etre an daou hanter eus al leue o doa troc'het,
Savit ur banniel war an douar, sonit ar shofar e-touez ar broadoù, kempennit a-enep dezhi ar broadoù, galvit a-enep dezhi rouantelezhioù Ararad, Minni hag Ashkenaz, lakait a-enep dezhi pennoù, grit d'ar c'hezeg pignat evel kilheien-raden a-bik.
Mibien Benjamin, tec'hit eus kreiz Jeruzalem, sonit ar shofar e Tekoa, savit un arouez-tan e Bet-Hakerem, rak an droug a zeu eus an hanternoz hag un distruj bras.
Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Un erer bras, gant divaskell bras hag ur stuc'henn hir, goloet a bluñv fonnus ha liesliv, a zeuas d'al Liban hag a dapas brank uhelañ ar sedrezenn.
Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec'h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec'h eus ankounac'haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac'haio da vibien.
O holl zrougiezh a zo e Gilgal, eno eo em eus kasaet anezho. En abeg da fallentez o oberoù, me o c'haso kuit eus va zi, ne gendalc'hin ken d'o c'harout, o holl bennoù a zo dispac'herien.
Gwelout a ris an Aotrou en e sav war an aoter, hag e lavaras: Sko war c'hourin an nor, ha ra greno an treuzoù, bruzun anezho war benn an holl. Me a lazho dre ar c'hleze ar re a vano. Den ebet eus ar re a dec'h ne c'hello tec'hout, den ebet eus ar re a ziflip ne c'hello diflipañ.
He c'hezeg a zo skañvoc'h eget al louparded, lemmoc'h eget bleizi an abardaez. He marc'hegerien a ya war-raok gant lorc'h, he marc'hegerien a zeu eus a-bell, nijal a reont evel an erer oc'h en em deurel war e breizh.