Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 8:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Krial a raint etrezek ennon: Va Doue, da anavezet hon eus, ni Israel.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 8:2
14 Referencias Cruzadas  

hag e lavaras: Deus ganin, hag e weli ar gred am eus evit an AOTROU. Evel-se e kasjont anezhañ en e garr.


Koulskoude Jehu ne zistroas ket diouzh pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo: al leueoù aour e Betel hag e Dan.


Na fiziit ket e komzoù touellus, en ur lavarout: Amañ eo templ an AOTROU, templ an AOTROU, templ an AOTROU!


Hag ez in kuit, hag e tistroin da'm lec'h, betek ma'c'h anavezint ez int kablus ha ma klaskint va dremm. En o enkrez, e klaskint ac'hanon gant pres.


Israel en deus taolet kuit ar pezh a zo mat, an enebour a redo war e lerc'h.


He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!


Goude-se e teuas ivez ar gwerc’hezed all hag e lavarjont: Aotrou, aotrou, digor deomp.


Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n’aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.


Pa vo savet mestr an ti ha p’en devo prennet an nor, ha p’en em lakaot, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc’h: N’ouzon ket a-belec’h ez oc’h.


Disklêriañ a reont anavezout Doue, met e zinac’h a reont dre o oberoù, o vezañ euzhus, disent, didalvez e-keñver pep ober mat.


An hini a lavar: E anavezet em eus, ha na vir ket e c’hourc’hemennoù, a zo ur gaouiad hag ar wirionez ne chom ket ennañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos