Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 12:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 pe an hini a ali, ra en em stago ouzh an ali; pe an hini a ro aluzenoù, ra raio anezho gant eeunder; pe an hini a ren, ra raio gant evezh; pe an hini a ra oberoù a drugarez, ra raio anezho gant levenez.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Ra zeuio an hini a zistribu an aluzennou, d’hen ober gant lealded; an hini a zo lakeat da brezidant, da ober he garg gant evez; an hini a ra œuvrou a vizericord, d’ho ober gant joa.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 12:8
57 Referencias Cruzadas  

E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.


Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a bad da viken hag e benn a sav gant gloar.


An den drouk a amprest ha ne rent ket, met an hini reizh en deus truez, hag a ro.


Al lagad madoberus a vo benniget, dre m'en devo roet eus e vara d'ar paour.


Had da c'hreun adalek ar beure, ha na lez ket da zorn da ziskuizhañ da noz, rak n'ouzout ket petra a zeuio da vat, hemañ pe hennezh, pe hag-eñ e vo an daou ivez mat.


Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.


ne vo ken anvet jentil an hini diskiant, ne vo ken anvet hael an toueller.


Met an denjentil en deus mennadoù jentil, hag e kendalc'ho gant oberennoù jentil.


Deuet out a-ziarbenn d'an hini a laouena oc'h ober ar reizhder, ha d'ar re a gerzh ez hentoù o kaout soñj ac'hanout. Setu, erezet out bet rak pec'het hon eus abaoe pell, met salvet e vimp.


Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.


Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.


Neuze ar prokoñsul, o welout ar pezh a oa c’hoarvezet, a gredas, o vezañ souezhet bras eus kelennadurezh an Aotrou.


Goude ma voe lennet al lezenn hag ar brofeded, pennoù ar sinagogenn a gasas da lavarout dezho: Tud breudeur, ma hoc’h eus un ali bennak da reiñ d’ar bobl, komzit.


Judaz ha Silaz, o vezañ profeded o-unan, a galonekaas hag a greñvaas ar vreudeur dre veur a brezegenn.


Treuziñ a reas ar c’horn-bro-se o kalonekaat anezho dre galz a brezegennoù, hag e teuas da C’hres


Lakait eta evezh ouzhoc’h hoc’h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.


Jozez lesanvet Barnabaz gant an ebestel, da lavarout eo mab an ali mat, ul Leviad genidik eus Kiprenez,


Kemerit lod en ezhommoù ar sent. Bezit buan da reiñ degemer en ho ti.


Dre-se ivez eo e paeit tailhoù, abalamour ma’z int servijerien Doue, oc’h en em reiñ dalc’hmat d’ar garg-se.


Doue en deus lakaet en Iliz da gentañ an ebestel, d’an eil ar brofeded, d’an trede an doktored, goude ar re a ra mirakloù, ha goude-se ar re o deus an donezonoù da yac’haat, da sikour, da c’houarn, da gomz meur a yezh.


An hini a brofed a gomz ouzh an dud evit o c’henteliañ, o atizañ, o frealziñ.


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d’en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.


Rak mar d-emañ ar gred ganeoc’h, ez eo plijus hervez ar pezh a zo ha nann hervez ar pezh n’eus ket.


evit ma viot pinvidikaet e pep doare ha ma c’hellot ober pep seurt largentez, a lakaio ac’hanomp da rentañ trugarekadennoù da Zoue.


Reiñ a raint eta gloar da Zoue evit ar sentidigezh a ziskouezoc’h e-keñver Aviel Krist dre brouenn ar sikour-se hag evit gwirionded ho tonezon en o c’heñver hag e-keñver an holl.


Ra roio pep hini hervez ar pezh ma en deus soñjet en e galon, nann gant keuz na dre ret, rak Doue a gar an hini a ro gant levenez.


Mevelien, sentit gant doujañs ha krenadenn ouzh ho mistri hervez ar c’hig, en eeunder a galon, evel ouzh Krist,


te a roio dezhañ eus da dropell, eus da leur hag eus da waskell, eus ar madoù en devo an AOTROU da venniget drezo.


Hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue, te, da vab, da verc'h, da servijer, da vatezh hag al Leviad a vo e-barzh da zorojoù, an diavaeziad, an emzivad hag an intañvez a vo ez touez, el lec'h en devo dibabet an AOTROU da Zoue evit lakaat e anv da chom ennañ.


Mevelien, sentit en holl draoù ouzh ho mistri hervez ar c’hig, nann zoken dindan o daoulagad evel ma klaskfec’h plijout d’an dud, met gant eeunder a galon hag e doujañs Doue.


Rak n’eus bet en hor prezegerezh nag errol, na tra lous ebet, na tromplerezh.


evel-se, leun a evezh evidoc’h, hor bije karet reiñ deoc’h nann hepken Aviel Doue, met ivez hor buhez hon-unan, rak hor boa evidoc’h ur garantez vras.


Betek ma teuin, en em ro d’al lennadur, d’an ali ha d’ar c’helennadur.


Ra vo an henaourien hag a c’houarn mat barnet dellezek eus un enor doubl, dreist-holl ar re a labour d’ar prezegerezh ha d’ar gelennadurezh.


ma raint ar mad, ma vint pinvidik en oberoù mat, prest da reiñ, da lodennañ,


Na zilezomp ket hor bodadeg, evel m’o deus hiniennoù ar c’hiz d’ober, met en em aliomp an eil egile, ha kement-se muioc’h-muiañ dre ma welit an deiz o tostaat.


Sentit ouzh ho renerien ha plegit dezho, rak eveshaat a reont war hoc’h eneoù evel o tleout rentañ kont anezho, evit ma c’hellint ober kement-se gant levenez ha nann en ur glemm, rak e vefe dic’hounid deoc’h.


Breudeur, ho pediñ a ran da c’houzañv ar ger-mañ a ali, rak skrivet em eus deoc’h e nebeut a c’herioù.


Saludit hoc’h holl renerien hag an holl sent. Re eus Italia a salud ac’hanoc’h.


Ho pet soñj eus ho renerien o deus prezeget deoc’h ger Doue, eveshait ouzh disoc’h o buhez hag heuilhit o feiz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos