Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 11:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Ro ul lodenn anezhañ da seizh ha da eizh zoken, rak n'ouzout ket peseurt droug a zeuio war an douar.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 11:2
22 Referencias Cruzadas  

Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.


Setu perak ar Yuzevien diwar ar maez, a zo o chom e kêrioù n'int ket serret gant mogerioù, a ra gant ar pevarzekvet deiz a viz Adar un devezh levenez ha fest, un deiz gouel, ma kaser profoù an eil d'egile.


evel deizioù m'o doa diskuizhet ar Yuzevien eus o enebourien, hag evel ar miz ma voe kemmet o enkrez e levenez hag o c'hañv e devezh gouel, hag ober anezho devezhioù fest ha levenez, ma kaser profoù an eil d'egile ha ma reer donezonoù d'ar beorien.


Eus c'hwec'h anken e tieubo ac'hanout, ha d'ar seizhvet an droug ne stoko ket ouzhit.


Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a bad da viken hag e benn a sav gant gloar.


An hini en deus truez ouzh ar paour a brest d'an AOTROU, hag eñ a rento dezhañ e vadober.


C'hwec'h tra a zo kasaet gant an AOTROU, seizh zoken a zo euzhus evitañ:


Pa'z eo leun ar c'hoabrennoù, e skuilhont glav war an douar. Pa gouezh ur wezenn war-zu ar c'hreisteiz pe an hanternoz, e chomo el lec'h ma'z eo kouezhet.


Met pa vevfe un den un niver bras a vloavezhioù, ra vo laouen e-pad an holl vloavezhioù-se, ha ra en devo soñj eus deizioù an deñvalijenn a vo niverus. Kement a c'hoarvez a zo avel.


Az pez soñj eus da Grouer e-pad deizioù da yaouankiz, a-raok ma teuio an deizioù fall, a-raok ma erruo ar bloavezhioù ma lavari diwar o fenn: Ne gemeran ket plijadur enno,


Abalamour da-se, o roue, ra blijo dit va ali, laka termen da'z pec'hedoù dre ar reizhder ha da'z fallagriezh dre an drugarez e-keñver ar beorien, hag e c'hello bezañ hiraet da verzh.


Eñ eo hag a vo ar peoc'h. Pa zeuio an Asiriad en hor bro, ha pa lakaio e dreid en hor palezioù, ni a lakaio da sevel en e enep seizh pastor hag eizh priñs eus ar bobl.


Jezuz a lavaras dezhañ: Ne lavaran ket dit betek seizh gwech, met betek dek ha tri-ugent gwech seizh gwech.


Ro d’an neb a c’houlenn ouzhit, ha na zistro ket diouzh an hini a fell dezhañ amprestañ diganit.


Mar pec’h seizh gwech an deiz en da enep ha mar distro seizh gwech an deiz da’z kavout, o lavarout: Keuz am eus, pardon dezhañ.


Breudeur, mar degouezh d’un den bezañ kavet en ur faot bennak, c’hwi hag a zo speredel, eeunit anezhañ gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet.


adprenit an amzer rak an deizioù a zo fall.


Ho pet soñj eus ar brizonidi evel ma vijec’h chadennet ganto, hag eus ar re a zo gwallgaset peogwir emaoc’h hoc’h-unan en ur c’horf.


Goulenn kement-se digant da dud, hag e lavarint dit. Ra gavo eta va zud trugarez dirak da zaoulagad, pa'z omp deuet en un devezh mat. Ro mar plij da'z servijerien ha da'z mab David ar pezh a gavo dindan da zorn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos