mel, amann, deñved, fourmaj saout, da Zavid ha d'ar bobl a oa gantañ, evit debriñ. Rak lavarout a raent: An dud-mañ o deus naon, skuizh ez int ha sec'hed o deus er gouelec'h-se.
Had da c'hreun adalek ar beure, ha na lez ket da zorn da ziskuizhañ da noz, rak n'ouzout ket petra a zeuio da vat, hemañ pe hennezh, pe hag-eñ e vo an daou ivez mat.
Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma’z eo va diskibl, en lavaran deoc’h e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.
Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, bep gwech ma hoc’h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc’h eus graet an dra-se din.
Rak Doue n’eo ket direizh evit ankounac’haat hoc’h oberoù ha labour ho karantez hoc’h eus diskouezet evit e anv, o vezañ sikouret hag o sikour c’hoazh ar sent.