Oleviñ a ri ivez Jehu mab Nimshi da roue war Israel, hag Elizea mab Shafad, eus Abel-Mehola, da brofed ez lec'h.
Jozue 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude marv Moizez servijer an AOTROU , setu, an AOTROU a gomzas da Jozue mab Nun, servijer Moizez, o lavarout: |
Oleviñ a ri ivez Jehu mab Nimshi da roue war Israel, hag Elizea mab Shafad, eus Abel-Mehola, da brofed ez lec'h.
Ha Jozafad a lavaras: Ha n'eus ket amañ ur profed d'an AOTROU, ma c'houlennimp kuzul digant an AOTROU drezañ? Unan eus servijerien roue Israel a respontas o lavarout: Bez' ez eus Elizea mab Shafad, a skuilhe dour war zaouarn Elia.
Evel-se, holl vodadeg ar re a oa deuet diouzh an harlu a reas logelloù, hag ec'h azezjont el logelloù-se. Mibien Israel n'o doa ket graet un hevelep tra abaoe deizioù Jozue mab Nun, betek an deiz-se. Hag e voe ul levenez vras.
Jozue mab Nun, servijer Moizez adalek e yaouankiz, a respontas hag a lavaras: Moizez, va aotrou, difenn outo!
Ar re-se eo anvioù an dud a gasas Moizez da spiañ ar vro. Moizez a c'halvas Hoshea mab Nun: Jozue.
An hini a zo feal en traoù bihan a zo ivez feal en traoù bras, hag an hini a zo direizh en traoù bihan a zo ivez direizh en traoù bras.
Hon tadoù, o vezañ e gemeret, a zegasas anezhañ ganto dindan renerezh Jozue, er vro a oa perc’hennet gant ar broadoù a voe argaset a-ziaraok hon tadoù gant Doue, betek deizioù David.
Jozue mab Nun, da servijer, a yelo enni; kaloneka anezhañ rak eñ eo a lakaio Israel da berc'hennañ e hêrezh.
Hag e roas urzhioù da Jozue mab Nun o lavarout: En em galoneka ha bez kreñv! Rak te a zereno mibien Israel d'ar vro am eus touet dezho, ha me a vo ganit.
An AOTROU da Zoue a dremeno dirazout hag a zistrujo ar pobloù-se a-zirazout, hag e perc'henni anezho. Jozue a dremeno dirazout, evel m'en deus lavaret an AOTROU.
Jozue mab Nun a oa leuniet gant ar Spered a furnez, rak Moizez en doa lakaet e zaouarn warnañ. Mibien Israel a sentas outañ hag a rejont hervez m'en doa an AOTROU gourc'hemennet da Voizez.
Paol, servijer Doue hag abostol Jezuz-Krist evit feiz ar re zibabet gant Doue hag evit anaoudegezh ar wirionez a zo hervez doujañs-Doue,
Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d’an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud!
ken na roio diskuizh an AOTROU d'ho preudeur evel deoc'h, ha ken na berc'hennint int ivez ar vro emañ an AOTROU ho Toue o vont da reiñ dezho. Hag e tistroiot d'ar vro a zo deoc'h da berc'hennañ anezhi, an hini en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU en tu-mañ d'ar Jordan, war-zu ar sav-heol.
Moizez va servijer a zo marv. Bremañ sav, tremen ar Jordan-mañ, te hag an holl bobl-se, evit mont er vro a roan da vibien Israel.
Moizez servijer an AOTROU ha mibien Israel a bilas anezho, ha Moizez servijer an AOTROU a roas d'o ferc'hennañ d'ar Rubeniz, d'ar C'hadiz ha da hanter-veuriad Manase.
an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen. Me am eus alc’houezioù lec’h ar marv hag ar marv.