Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 1:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 ken na roio diskuizh an AOTROU d'ho preudeur evel deoc'h, ha ken na berc'hennint int ivez ar vro emañ an AOTROU ho Toue o vont da reiñ dezho. Hag e tistroiot d'ar vro a zo deoc'h da berc'hennañ anezhi, an hini en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU en tu-mañ d'ar Jordan, war-zu ar sav-heol.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 1:15
15 Referencias Cruzadas  

P’en devez un ezel poan, an holl izili o devez poan gantañ. Pa vez enoret un ezel, an holl izili en em laouena asambles gantañ.


n’eo ket dizonest, ne glask ket he mad hec’h-unan, ne drenk ket, ne soñj ket e droug,


Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.


Dougit bec’hioù an eil egile hag e peurc’hrot evel-se lezenn Krist.


En amzer-se em eus roet urzhioù o lavarout: An AOTROU ho Toue en deus roet deoc'h ar vro-mañ evit he ferc'hennañ. C'hwi holl, tud kadarn, tremenit harnezet dirak ho preudeur, mibien Israel.


ken na roio diskuizh an AOTROU d'ho preudeur evel deoc'h, ha ken na berc'hennint int ivez ar vro emañ an AOTROU ho Toue o vont da reiñ dezho en tu all d'ar Jordan. Hag e tistroiot pep hini ac'hanoc'h d'an dalc'h am eus roet deoc'h.


Selaou, Israel! Emaout o vont da dremen hiziv ar Jordan evit trec'hiñ pobloù brasoc'h ha kreñvoc'h egedout, kêrioù bras ha mogeriet betek an neñv,


Na sello ket pep hini ac’hanoc’h ouzh e gounid e-unan, met ivez ouzh hini ar re all.


Goude marv Moizez servijer an AOTROU , setu, an AOTROU a gomzas da Jozue mab Nun, servijer Moizez, o lavarout:


Ho kwragez, ho pugaligoù hag ho loened a chomo er vro en deus roet deoc'h Moizez en tu-mañ d'ar Jordan, met c'hwi holl, tud kadarn ha kreñv, a dremeno harnezet dirak ho preudeur, hag e sikourot anezho,


Hag e respontjont da Jozue o lavarout: Ni a raio kement ec'h eus gourc'hemennet deomp, ni a yelo e kement lec'h ma kasi ac'hanomp,


Jozue a c'halvas ar Rubeniz, ar C'hadiz hag hanter-veuriad Manase,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos