Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Adlezenn 34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 34 Marv Moizez

1 Moizez a bignas eus plaenennoù Moab war menez Nebo, war-lein ar Pisga, a-dal da Jeriko. An AOTROU a ziskouezas dezhañ an holl vro,

2 adalek Galaad betek Dan, holl vro Neftali, bro Efraim ha Manase, holl vro Juda betek mor ar c'huzh-heol,

3 ar c'hreisteiz, plaenenn traonienn Jeriko, kêr ar palmez, betek Zoar.

4 An AOTROU a lavaras: Setu ar vro am eus touet reiñ da Abraham, da Izaak, da Jakob, o lavarout: He reiñ a rin da'z lignez. Diskouezet em eus anezhi da'z taoulagad, met ned i ket enni.

5 Moizez, servijer an AOTROU, a varvas eno, e bro Voab, hervez ger an AOTROU.

6 Hag e sebelias anezhañ en un draonienn e bro Voab, a-dal da Vet-Peor. Ha den n'en deus anavezet e vez betek hiziv.

7 Moizez a oa en oad a gant ugent vloaz pa varvas; ne oa ket gwanaet e zaoulagad, ne oa ket tremenet e nerzh.

8 Mibien Israel a ouelas Moizez e-pad tregont devezh e maezioù Moab, ha deizioù-gouelañ kañvoù Moizez a voe peurc'hraet.

9 Jozue mab Nun a oa leuniet gant ar Spered a furnez, rak Moizez en doa lakaet e zaouarn warnañ. Mibien Israel a sentas outañ hag a rejont hervez m'en doa an AOTROU gourc'hemennet da Voizez.

10 N'eo biskoazh savet profed ebet en Israel evel Moizez, en devoa anavezet anezhañ an AOTROU dremm ouzh dremm,

11 evit an holl sinoù ha mirakloù a gasas anezhañ an AOTROU d'ober e bro Ejipt, dirak Faraon, dirak e holl servijerien hag en e holl vro,

12 hag evit an dorn kreñv hag ar spontoù bras a ziskouezas Moizez da zaoulagad Israel.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos