An AOTROU a lavaras da Abram goude ma oa pellaet Lot dioutañ: Sav eta da zaoulagad ha sell diouzh al lec'h emaout ennañ etrezek an hanternoz, ar c'hreisteiz, ar sav-heol hag ar c'huzh-heol,
Va degas a reas e gweledigezhioù doueel da vro Israel, hag em lakaas war ur menez uhel-meurbet, ma en em gave warnañ ouzh ar c'hreisteiz evel savadurioù ur gêr.
Pign war-lein ar Pisga, sav da zaoulagad war-zu ar c'huzh-heol ha war-zu an hanternoz ha war-zu ar c'hreisteiz ha war-zu ar sav-heol, ha sell gant da zaoulagad; met ne dremeni ket ar Jordan-se.
An AOTROU a lavaras: Setu ar vro am eus touet reiñ da Abraham, da Izaak, da Jakob, o lavarout: He reiñ a rin da'z lignez. Diskouezet em eus anezhi da'z taoulagad, met ned i ket enni.
Hag en em astenne harzoù mibien Dan pelloc'h. Mibien Dan a bignas hag a vrezelas ouzh Leshem, hag e kemerjont anezhi, hag e skojont warni gant troc'h ar c'hleze, hag e perc'hennjont anezhi, hag e voent o chom enni, hag e c'halvjont Leshem Dan, diwar anv Dan o zad.
Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a zistroas hag a yeas kuit a-zigant mibien Israel, eus Silo a zo e bro Ganaan, evit mont da vro C'halaad, d'ar vro a berc'hennent, e-lec'h m'o doa bet o dalc'h, hervez gourc'hemenn an AOTROU dre c'henoù Moizez.
Eñ a gasas ac’hanon er spered war ur menez bras hag uhel, hag e tiskouezas din ar gêr vras, ar Jeruzalem santel, a ziskenne eus an neñv eus kichen Doue,