Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 12:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Moizez servijer an AOTROU ha mibien Israel a bilas anezho, ha Moizez servijer an AOTROU a roas d'o ferc'hennañ d'ar Rubeniz, d'ar C'hadiz ha da hanter-veuriad Manase.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 12:6
11 Referencias Cruzadas  

Geber mab Uri e bro Galaad, bro Sihon roue an Amoreaned, ha bro Og roue Basan, hag e oa ar penn hepken war ar vro-se.


Moizez a lavaras: Mar tremen mibien Gad ha mibien Ruben ganeoc'h ar Jordan, harnezet holl evit ar brezel dirak an AOTROU, ha ma vo ar vro sujet dirazoc'h, e roiot dezho bro C'halaad da zalc'h.


Ni a dremeno harnezet dirak an AOTROU da vro Ganaan, ha ra vo deomp hon hêrezh en tu-mañ d'ar Jordan.


Moizez a roas da vibien Gad, da vibien Ruben ha da hanter-veuriad Manase mab Jozef, rouantelezh Sihon roue an Amoreaned, rouantelezh Og roue Basan, ar vro gant he c'hêrioù en e harzoù ha douaroù kêrioù ar vro tro-war-dro.


Rak Moizez en doa roet o hêrezh da zaou veuriad ha d'un hanter-veuriad en tu all d'ar Jordan, met n'en devoa ket roet a hêrezh d'al Levited en o zouez.


Ne vo ket a lodenn evit al Levited en ho touez, rak ar servij evel aberzhourien d'an AOTROU eo o hêrezh. Gad, Ruben hag hanter-veuriad Manase o deus resevet o hêrezh en tu all d'ar Jordan, er sav-heol, ar pezh en deus roet dezho Moizez servijer an AOTROU .


Bremañ an AOTROU ho Toue en deus roet diskuizh d'ho preudeur, evel m'en doa lavaret. Distroit eta bremañ, kit d'ho teltennoù, d'ar vro a zo deoc'h, an hini en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU en tu all d'ar Jordan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos