Jeremiaz 7:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet o deus kuzulioù ha kaleter o c'halon fall, hag int en em zistroet a-dreñv e-lec'h dont da'm c'havout.
O douget ec'h eus da zont en-dro da'z lezenn, met kendalc'het o deus el lorc’hentez, hep selaou da c'hourc'hemennoù, ha pec'het o deus a-enep da varnedigezhioù, a laka da vevañ an hini a ra diouto. Tennet o deus ur skoaz a-dreñv, reudet o gouzoug, ha n'o deus ket selaouet.
Ar bobl drouk-mañ, ha ne fell ket dezho selaou ouzh va c'homzoù, hag a gerzh hervez kaleter o c'halon, hag a ya war-lerc'h doueoù all evit o servijañ ha stouiñ dirazo, a vo evel ar gouriz-mañ n'eo ken mat da netra.
Rak evel ma vez staget ur gouriz ouzh divgroazell un den, evel-se em boa staget ouzhin holl di Israel hag holl di Juda, eme an AOTROU, evit ma vijent va fobl, va brud, va meuleudi ha va gloar. Met n'o deus ket selaouet ouzhin.
a lavar d'ar c'hoad: Te eo va zad, ha d'ar maen: Va ganet ec'h eus. Troet o deus o c'hein ouzhin ha nann o dremm, hag en amzer o gwalleur e lavaront: Sav ha savete ac'hanomp!
Lavarout a reont hep paouez d'ar re am dispriz: An AOTROU en deus lavaret: Ar peoc'h ho po, ha d'an holl re a gerzh hervez kaleter o c'halon: Ne c'hoarvezo droug ebet ganeoc'h.
Anzav da zireizhder, ma'z out en em savet a-enep an AOTROU da Zoue, ma ec'h eus troet amañ-ahont da gammedoù etrezek an diavaezidi dindan pep gwezenn c'hlas, ha ma ne'c'h eus ket selaouet va mouezh, eme an AOTROU.
En amzer-se e vo galvet Jeruzalem: Tron an AOTROU. An holl vroadoù en em zastumo e Jeruzalem en anv an AOTROU, ha ned aint ken war-lerc'h kaleter o c'halon fall.
Deuet int e-barzh hag o deus he ferc'hennet, met n'o deus ket sentet ouzh da vouezh, n'o deus ket kerzhet hervez da lezenn, n'o deus graet netra eus ar pezh az poa gourc'hemennet dezho ober. En abeg da-se ec'h eus graet d'an holl zroug-mañ dont warno.
Troet o deus ouzhin o c'hein ha nann o dremm, koulskoude em eus o c'helennet, o sevel abred em eus o c'helennet, met n'int ket bet sentus evit degemer an deskadurezh.
Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.
Evel-henn e komz an AOTROU: En em zalc'hit war an hentoù ha sellit, klaskit ar gwenodennoù a-wechall; int eo an hent mat ha kerzhit warnañ, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù. Met lavarout a reont: Ne gerzhimp ket warno.
Met ti Israel en em savas a-enep din er gouelec'h, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, taolet o deus kuit va barnedigezhioù, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad en un doare dreistmuzul. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno er gouelec'h, evit o c'has da netra.
peogwir o doa taolet kuit va barnedigezhioù, n'o doa ket kerzhet hervez va reolennoù, disakret o doa va deizioù sabad, rak o c'halon a yae war-lerc'h o idoloù.
Met ar vibien en em savas a-enep din, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, ne virjont ket va barnedigezhioù evit ober diouto, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno ha seveniñ va c'hounnar a-enep dezho er gouelec'h.
Met en em savjont a-enep din ha ne fellas ket dezho va selaou. Hini anezho ne daolas kuit an traoù euzhus a oa dirak e zaoulagad ha ne zilezas idoloù an Ejipt. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno ha seveniñ va c'hounnar a-enep dezho e-kreiz bro Ejipt.
Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.
An hini a glevfe komzoù ar vallozh-se hag en em vennigfe en e galon o lavarout: Peoc'h am bo pa gerzhin e c'hoantadoù va c'halon, o stagañ ar vezventi ouzh ar sec'hed,