Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mika 6:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.

Ver Capítulo Copiar




Mika 6:16
31 Referencias Cruzadas  

rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.


An ti-mañ a zo savet ken uhel ma vo souezhet piv bennak a dremeno en e gichen, hag e c'hwitello hag e lavaro: Perak en deus graet an AOTROU evel-se d'ar vro-mañ ha d'an ti-mañ?


Met kerzhout a reas war hent rouaned Israel, ha zoken e lakaas e vab da dremen dre an tan, hervez euzhusterioù ar broadoù en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.


Adsevel a reas an uhellec'hioù en doa distrujet Ezekiaz e dad, hag e savas aoterioù da Vaal, hag e reas un Ashera evel m'en doa graet Akab roue Israel, hag e stouas dirak holl arme an neñvoù, hag o servijas.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel ti Akab, dre ma voent e guzulierien goude marv e dad, evit e goll.


Dre m'o deus va dilezet ha m'o deus lakaet da vogediñ da zoueoù all, evit va c'hounnariñ gant holl oberoù o daouarn, va fulor a vo skuilhet war al lec'h-mañ, ha ne vo ket mouget.


Eürus an den na gerzh ket hervez ali ar re zrouk, ha n'en em zalc'h ket en hent ar bec'herien, ha n'azez ket war skaon ar c'hoapaerien,


Gwerzhañ a rez da bobl evit netra, hag e lakaez anezho e dister briz.


Hol lakaat a rez da vezañ dismegañset gant hon amezeien, goapaerezh ha c'hoariell ar re a zo en-dro deomp.


Lonkañ a raio ar marv en trec'h; an Aotrou AOTROU a sec'ho an daeroù diwar an holl zremmoù, hag a lakaio dismegañs e bobl da dec'hout kuit a-ziwar an douar holl, rak an AOTROU en deus komzet.


Setu perak an AOTROU ne gavo ket a blijadur en o zud yaouank, ha n'en devo ket a druez ouzh o emzivaded nag ouzh o intañvezed, rak n'int holl nemet tud fall ha drouk, pep genoù a lavar euzhusted. Ha ne zigounnar ket, e zorn a zo atav astennet.


Hag e rin eus ar gêr-mañ ur glac'har hag ur goapaerezh. An holl re a dremeno a vo souezhet hag a c'hwitello en abeg d'hec'h holl c'houlioù.


da Jeruzalem ha da gêrioù Juda, d'he rouaned ha d'he friñsed, evit ober anezho ur rivin, ur glac'har, ur c'hoapadenn hag ur vallozh, evel ma weler hiziv,


setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.


Hag e redin war o lerc'h gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, d'an holl vroadoù am bo o c'haset en o zouez,


Mezhek e oamp, a lavarot, o klevout an dismegañsoù hon eus klevet. Ar vezh he deus goloet hon dremmoù, pa'z eo deuet diavaezidi a-enep santualioù ti an AOTROU.


Met n'o deus ket selaouet, n'o deus ket roet o skouarn, heuliet o deus kuzulioù ha kaleter o c'halon fall, hag int en em zistroet a-dreñv e-lec'h dont da'm c'havout.


Az pez soñj, AOTROU, eus ar pezh a zo erruet ganeomp, sell ha gwel hon dismegañs.


goude m'o devo douget o dismegañs hag an holl bec'hedoù o deus pec'het drezo em c'heñver, pa oant o chom e surentez en o bro hep den ebet d'o spontañ.


Aotrou, hervez da reizhder, distro da gounnar ha da fulor diouzh kêr Jeruzalem, da venez santel, rak en abeg d'hor pec'hedoù ha da zireizhder hon tadoù, ez eo Jeruzalem ha da bobl un dismegañs d'an holl re a zo en-dro deomp.


Dre ur profed, an AOTROU a reas da Israel pignat eus an Ejipt, dre ur profed e voe mêsaet.


Efraim a zo gwasket, bec'hiet dre ar varnedigezh, rak aet eo a-youl-gaer war-lerc'h gourc'hemennoù all.


Na lavarit profediezh ebet, a lavaront. Met ne vo lavaret profediezh ebet d'ar re-mañ, ar vezh ne bellaio ket.


Setu perak em eus skoet ganit hag ez out klañv, da zistrujet em eus en abeg da'z pec'hedoù.


Met traoù bennak am eus a-enep dit: lezel ar wreg Jezabel, en em lavar profedez, da gelenn ha da douellañ va servijerien evit o lakaat da gouezhañ er c’hadaliezh ha da zebriñ traoù aberzhet d’an idoloù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos