Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Mika 6:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Hadañ a ri met ne vedi ket, gwaskañ a ri an olivez met n'en em olevi ket gant eoul, rezin az po met n'evi ket gwin.

Ver Capítulo Copiar




Mika 6:15
14 Referencias Cruzadas  

ra zebro unan all ar pezh am eus hadet, ra vo diwriziennet va eost!


Hadet o deus gwinizh hag ec'h eostont draen, roet o deus bec'h hep gounid. Mezh hoc'h eus gant hoc'h eostoù, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.


setu amañ neuze ar pezh a rin deoc’h: Lakaat a rin ar spont da zont warnoc’h, an diviañs hag an derzhienn, hag e kuzumint ho taoulagad hag e skuizhint hoc’h ene; hadañ a reot en aner ho had rak hoc’h enebourien en debro;


Ho nerzh a faezho en aner, an douar ne roio ket e genderc’h ha gwez ar parkeier ne roio ket o frouezh.


Ha setu, dre ma hoc'h eus gwasket ar paour ha kemeret digantañ truaj an ed, savet hoc'h eus tiez e mein-ben met ne chomot ket enno, plantet hoc'h eus gwini dispar met n'evot ket o gwin.


Rak ar wezenn-fiez ne vleunio ket, ha ne vo ken a frouezh er gwiniegoù, frouezh ar wezenn-olivez a raio diouer, ar parkeier ne roint ken a vagadur. An deñved a yelo diwar wel er c'hraou-deñved, ha ne vo ken a ejened er c'hrevier-saout.


O madoù a vo preizhet hag o ziez gwastet. Savet o devo tiez, met ne vint ket o chom enno, ha plantet o devo gwini, met n'evint ket eus o gwin.


Hadet hoc'h eus kalz, met dastumet hoc'h eus nebeut; debret hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket bet ho kwalc'h; evet hoc'h eus, met n'hoc'h eus ket torret ho sec'hed; gwisket hoc'h eus, met n'oc'h ket tommet; gounid an hini en em c'hopra a zo lakaet en ur sac'h toullet.


Rak e kement-mañ eo gwir ar gomz-mañ: Unan all eo an hader, unan all eo ar meder.


Hag e kampent a-enep dezhañ, hag e tistrujent eostoù ar vro betek Gaza, ha ne lezent ket bevañs en Israel, na dañvad nag ejen nag azen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos