Zakaria 7:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned11 Met ne fellas ket dezho selaou, tennet o deus o skoaz a-dreñv, ha pounneraet o deus o divskouarn evit chom hep klevout. Ver Capítulo |
N'eo ket fellet dezho sentiñ ha n'o deus ket bet soñj eus ar burzhudoù az poa graet en o c'heñver. Met e reudjont o gouzoug, hag en o disentidigezh, e tibabjont ur penn evit distreiñ d'ar sklavelezh. Met te a zo un Doue a bardon, trugarezus ha truezus, gorrek da gounnariñ ha fonnus e madelezh, ha ne'c'h eus ket o dilezet.
Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.